Pondi : 39 menneg àr e roll lez-varn, chom a ra ‘b’ar prizon

Publicité

D’an 11 a viz imbril e oe tolpet kambr imbourc’h lez-varn galv a Roazhon. Dav e oe dezhañ lâr’ e soñj diàr-benn un den hag e zo diskred àrnañ bout un trafikour dramm ! Un den a Baris eo eñ, Lichas eo e anv-bihan, mes chom a ra ‘ba Pondi. Un trafikour dramm anavezet mat get ar justis eo hemañ. 39 gwezh eo bet kondaonet dija, 14 gwezh aveit aferioù dramm. Hag eñ 38 blez !

D’ar 26 a viz meurzh e voe kaset d’ar prizon kar tapet eo bet ‘ba un afer a drafikañ dramm (unan oc’hpenn !). Produioù a veze gwerzhet ‘ba Breizh a-bezh ha betak ‘ba Mayenne !

Hervez ar bolisourion e vehe hemañ komi un den toullbac’het. Ag ar prizon e kase ar « paeron »-mañ urzhioù da labourerion e-karg ag an trafik àr an dachenn. ‘Ba o zouesk e vehe Lichas èl rezon. Koko, MDMA, Hero ha kannab a veze trafiket get ur strollad a implijidi. Mes edan evezh ar polis e oent.

Get ar bolisourion e oa bet tapet ur c’harr-tan lan a dramm àr ur parkva gourhent. Ha ne oe ket pell ar Lichas hag e vignonez ag an oto-mañ ! A-drugarez d’e roll lez-varn e voe groet buan ar liamm etre an daou labous hag an oto…

Afi ! Faotañ a rae dezhañ bout dibrizonet memestra. Klasket en deus d’an nebeutañ mes gouzout a ra ar varnerion e c’hell ar labous nijal kuit pell a Vreizh ma vez leusket da vont. Setu perak e chomo ‘b’ar prizon da c’hortoz e brosez !

Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

Publicité

LES DERNIERS ARTICLES

Sociétal

Oise. Un chasseur risque 30 ans de réclusion…pour avoir tiré sur des cambrioleurs en fuite

International

L’Oktoberfest victime de la police du vêtement : les décolletés jugés problématiques

Tourisme

Tourisme en Bretagne : une fréquentation stable, mais des retombées économiques en baisse

International

Comment la Hongrie a fermé sa frontière malgré les revers judiciaires de l’UE

Auto-Moto

Freinages fantômes : la Ligue de Défense des Conducteurs dénonce l’inertie du gouvernement

International

Libérations anticipées au Royaume-Uni : la suppression des peines IPP inquiète

Sociétal

Élever un gentleman au XXIe siècle : la politesse ne suffit pas

retraites

Social

Retraite : de plus en plus de seniors reprennent le travail, entre choix et nécessité

basque

E brezhoneg, International

E Saint-Pierre d’Irube (Euskal Herria), an euskareg lakaet ofisiel

Sociétal

Un philosophe distingue « réalisme racial » et « mémoire ethnique » pour repenser l’immigration

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Histoire, Local, Patrimoine, PONTIVY

Pondi : ur levr àr « Trelo », karter ar vicherourion hag ar rilhennoù-kailh gwezharall

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, Politique, PONTIVY

Pondi : « Heuget gant LFI », Marie-Madeleine Doré-Lucas a ya kuit eus ar strollad

Découvrir l'article

E brezhoneg, Justice, Local, QUIMPER, Société

Kemper : dramm hag arc’hant seziset gant ar polis

Découvrir l'article

E brezhoneg, Guérande, Local

Breaking Bad e Bro Gwenrann

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Local, Politique, PONTIVY

Soizic Perrault e Pondi : ha posubl eo « dizembroidiñ » ur gêr ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, Justice, Local, NANTES, Société

Machikoul (Bro-Raez) : un trafik dramm merret eus ul lojamant sokial

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, NANTES, Sociétal, Société

Goueled-Goulen (44) : difennet eo ar protoxid azot war ar gumun

Découvrir l'article

BREST, Ensauvagement, Local, Société

Felliezh : ur gwall vloavezh e Penn-ar-Bed hervez ar prefed

Découvrir l'article

Ensauvagement, Local, Pornic, Société

Machikoul (44) : dramm, armoù hag arc’hant sezizet

Découvrir l'article

E brezhoneg, Justice, Local, Société, VANNES

Trafikiñ dramm dismantret ‘b’ar Morbihan : ur filierenn albanad ?

Découvrir l'article

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.