Breizh a live e Karaez : ur sonadeg ouzhpenn pe… ?

D’ar 6 a viz gwengolo e vo un emvod-meur mod « Breizh Storming » e Karaez, plasenn an ti-kêr, « Breizh a Live » e anv. D’an deiz-se e vo pedet ar Vretoned da brederiañ asambles war dazont ar brezhoneg hag ar sevenadur breizhad. Gant an enkadenn a-vremañ o doa ezhomm an emsaverien ha tud ar sevenadur d’en em gavout evit klask dirouestlañ ar problemoù asambles.

D’an noz e vo ur sonadeg gant Denez, Gwennyn, Jean-Charles Guichen, Tekmao, Clarisse Lavanant, Brieg Guerveno, Plouz ha Foenn, B.R.E.T.O.N.S, Madelyn Ann, Dom Duff, Aziliz Manrow, Forzh Penaos ha Shô. Marteze e vo sonerien all el listenn.

Met daoust hag e vo un emvod ouzhpenn ? Ur sonadeg ouzhpenn ? Un degouezhadenn ouzhpenn ma vo roet ar gwir da gomz d’ar memes re ha ma vo bilhet ar re o deus un dra all da lavarout ? Hag e vo « Breizh a Live » un emvod ouzhpenn eus ar « Bedig » pe ur gwir adsav ?

Breinet eo an Emsav gant ar gaochism. N’eo ket d’ar 6 a viz gwengolo e cheñcho an traoù ‘m eus aon. Re bell eo aet an Emsav, re zon gwrizioù e gleñved spered evit gellet cheñch ha digeriñ e zaoulagad.

E Karaez neuze d’ar 6 a viz gwengolo e vo bannieloù palestinian, LGBT ha bannieloù ruz. Hag arzourien war al leurenn o c’houlenn an aluzenn dirak ar Bedig mui daou pe dri penn boeson eus Karaez o tañsal. Evel boaz…

Crédit photo : DR (photo d’illustration)
[cc] Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

CARHAIX

Breizh a Live 2025 : un grand rassemblement musical à Carhaix pour défendre la langue bretonne

Découvrir l'article

CARHAIX, E brezhoneg, Local

Lise Diwan Karaez : ha dirouestlet eo an afer ?

Découvrir l'article

CARHAIX, E brezhoneg, Local

Brezhoneg : echu gant DAO

Découvrir l'article

CARHAIX, E brezhoneg, Local

Karaez : ar PCF a-enep ar brezhoneg war ar mailhuroù sport

Découvrir l'article

A La Une, CARHAIX, Education

Carhaix. Assemblée générale de Diwan le 27 juin entre espoirs et inquiétudes

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky