Ur raktres kaset gant ar gevredigezh Breizh 5/5 eo « Trolinenn Vreizh ». Ar pal zo da verkañ evit gwir harzoù Breizh he femp departamant. Ur maen-bon kentañ a zo bet staliet e Bourc’h-Baz, e-kichenn Gwenrann, nepell eus ar « Blockaus Meur », war bord ar wenojenn GR34. Patrick Guého an hini eo en deus kizellaet ar bon-se. Ezel eus ar strollad arzourien Pevarzek eo eñ.
Emañ Breizh 5/5 o klask arc’hant evit lakaat ober ar bonoù all.
Crédit photo : Breizh 5/5
[cc] Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine