D’ar yaou 10 a viz gouhere eo bet sinet get Ofis Publik ar Brezhoneg ha get Dominique Ollivier-Frankel, maerez Landaol, live 1 karta Ya d’ar brezhoneg. Bout m’en deus an ti-kêr labouret mat aveit ar berton dibaoe un nebeud blezadoù, ne oe ket bet sinet ar garta c’hoazh.
« 25 ober zo bet choajet get an dilennidi. Ar wezh 1añ eo d’un ti-kêr monet get ar garta Ya d’ar Brezhoneg en ur choajiñ kement-se a oberoù. » en deus lâret Ronan Postig aveit an Ofis.
Etre An Alre hag An Oriant mes kentoc’h ‘ba bro An Alre, àr bord an hent pras, emañ parrez Landaol.
Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine