Paul Gasnier, relijion an egile-all

« N’hor bo ket ma c’hasoni » a oa anv ul levr skrivet gant Antoine Leiris hag a glever anezhañ war RTL bremañ. Ur film a zo bet graet diwarnañ. Lazhet e oa bet gwreg Antoine Leiris gant spontourien Daesh d’an 13 a viz kerzu 2015 er Bataclan met Antoine Leiris, ur c’hazetennour gaochist ha bobo anezhañ, ne fellas ket « magañ kasoni ouzh ar djihadisted ». Perak ? Peogwir ne faote ket reiñ boued d’an tu-dehou pellañ evel just hag evit se en deus kavet mil digarez warn-ugent d’ar paourkaezh islamourien.

Un eil Antoile Leiris a zo o paouez skrivañ ul levr : Paul Gasnier an hini eo. Gwelet e vez anezhañ en abadenn tele « Quotidien » prezantet gant Yann Barthès. E vamm a zo bet lazhet e 2012 e kreiz kêr Lyon gant un den war ur moto oc’h ober ur rodeo kêr. Ur Marokan e oa hennezh, hir evel un deiz hep butun drol e roll lez-varn, dindan kannab ha pemp ha pevar. Kelennourez yoga e oa mamm Paul Gasnier. Ur voboez. Daou ved o deus stoket an eil ouzh egile an deiz-mañ.

Skrivet e vo ul levr gant Paul Gasnier diwar an darvoud-mañ. Amañ ivez e vo klasket gantañ « kompren » eus pelec’h e teu ar paotr 18 vloaz a oa ouzh ar moto, perak eo deuet da vezañ ur gwallgrennard ha pemp ha pevar. « Ar stokadenn » eo anv al levr-mañ.

Ennañ e lavar Paul Gasnier e oa « arruet skuizh o klevet an tu-dehou pellañ diberc’henniñ anezhañ eus e istor ».

Emañ war listennig ar re a c’hellfe kavout ar priz Goncourt gant al levr-mañ. Bravo Paul !

Gant e levr eo deuet Paul Gasnier da vezañ un haroz e metoù an tu-kleiz. Rak koñsantiñ a ra kenderc’hel gant an « narratif » sakr, narratif an tu-kleiz diwar-benn an estrañjourion. An narratif daoust da bep tra. Daoust da vuntr e vamm. Gantañ ne vo ket reiñ boued d’an tu-dehou pellañ ha ne vo ket digoret e zaoulagad. Ur choaz eo. Ha mod-se e kendalc’ho da vezañ gwelet mat en e vedig-bed eus an tu-kleiz.

Setu ar pezh eo deuet da vezañ an tu-kleiz pa vez anv eus an henbroiz, eus an henbroerezh : Ur gaou divezhet, ur gaou put. Ur c’hengaou. Ar « Meurgaou » a c’hellfemp ober anezhañ.

Ma vez koñsantet gant unan bennak da vezañ e-barzh ar gaou, da vezañ ur soudard feal eus ar Meurgaou e vo garedonnet, digollet an den a feiz-mañ. A-hend all e vo skarzhet, lakaet da ziaoul, marjinalizet, diverket eus forzh peseurt foto, evel un Trotsky diaoulek.

Evit ma kendalc’hfe ar Meurgaou int prest da ginnig o c’herent nes, o douzig, o mamm, o bugale en Holokost. Gant ma ne vo ket cheñchet an narratif sakr. Ul lezenn sakr eo deuet da vezañ. Sichenn ar relijion nevez. Relijion an « egile-all ».

Choazet en deus Paul Gasnier da asañtiñ gant ar Meurgaou. Un haroz eo. Ur priz pe zaou en do evit e fealded.

Crédit photo : NRF
[cc] Article relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par ChatGPT. Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine.. 

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Une réponse à “Paul Gasnier, relijion an egile-all”

  1. Taliesin dit :

    E berr komzoù, trubarded é lakaat ma bugale ha ma maouez en arvar.
    Ur brezel eo hag ar re-se zo a-dal deomp.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Local, MORLAIX, Sociétal, Société

Montroulez : D’an 28 a viz meurzh un atalier skrivañ e brezhoneg « evit ar merc’hed nemetken »

Découvrir l'article

A La Une, Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg

Mirdi ar street art e Saint-Chamond (Liger) serret dre ziouer a bratikoù

Découvrir l'article

E brezhoneg, FOUGERES, Local, Politique, RENNES

RN : poent eo gwareziñ ar emsaverien evit gwir !

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, GUINGAMP, Local, Patrimoine

Breizh : perak n’eus ket listennoù gant anvioù e brezhoneg pe gallaoueg ?

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, Local, Patrimoine, ST-BRIEUC

Plérin (22) a reçu le label « Ya d’ar Brezhoneg » pour ses actions en faveur du breton

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, LORIENT, Social, Société

An Oriant : ur plac’h ag ar CGT skarzhet pandegwir ema get an RN

Découvrir l'article

BREST, E brezhoneg, Education, Local, RENNES, Société

Deskadurezh e brezhoneg : Ar PPPE savetaet e Brest hag unan nevez digoret e Roazhon

Découvrir l'article

E brezhoneg, Evenements à venir en Bretagne, Local, QUIMPER

Kemper : ur skritell evit ur fest-deiz gant… arabeg !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Politique, Sociétal, Société

Rannvro : Arc’hant evit SOS Méditerranée, evit an emsaverien LGBT, evit « broioù ar su » met pas evit yezhoù Breizh

Découvrir l'article

BREST, E brezhoneg, Education, Local, Société

Gwiler-Leon : un hentenn divyezhek er skol bublik a-benn miz gwengolo

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.