E pep lec’h e weler bannieloù triliv taget, tresadennet ha staget. Dindan pont An Oriant. War mogerioù Erger-ar-Mor hag e-barzh muioc’h-mui a jardrinoù. E Bro-C’hall met ivez e Breizh.
Gwechall e oa ar Gwenn-ha-du pe ar BZH a-dreñv an otoioù a oa arouez ar speredoù digabestr, arouez ar pennoù ravoltet. Bremañ eo an Triliv.
Kar n’eo ket mui ar Gwenn-ha-Du arouez Breizh, arouez an emsav breizhad eus an tu-kleiz ne lavaran ket. Arouez ar wokism BZH, a seurt ma weler bremañ e Gouel Broadel ar Brezhoneg hag e standoù feminist. Lod o deus adlivet ar Gwenn-ha-du gant al livioù LGBT zoken. Pec’hed lous, mezhus ha vil ! Met n’eus ket bet lavaret grik gant an Emsav. Arabat reiñ da grediñ e chomfe blaz Breiz Atao gant an Emsav a-vremañ, « Lammat a-raok e skeud », atav ‘giz atav.
Setu perak eo deuet da vezañ an Triliv banniel ar Rezistañs. Rezistañs a-enep an Aloubadeg (ha n’eo ket hini ar « Barizianed pinvidik war hon aodoù » evel ma lavar an Emsav), rezistañs ouzh ar wokism, rezistañs da vMacron, da LFI, da Sandrine Rousseau.
Peogwir eo bet lakaet an Triliv da vezañ « faskour » gant an tu-kleiz LFI e vo gwellet muioc’h-mui a vannielloù triliv e Bro-C’hall ha betek e Breizh ‘m eus aon.
Ur c’harg simbolek en deus gounezet o Zriliv. Ur c’harg simbolek en deus kollet hor Gwenn-ha-du. Rak deuet eo an Emsav da vezañ ur rann eus ar Sistem. N’eo ket an Emsav ouzh ar stur e kuzul rannvro pe departamant ebet, met, abalamour d’e vennozhioù wok ha gaochist emañ lakaet da « zalc’her sac’h » ar matris gant an dud, gant ar bobl. Gant ar re arruet skuizh gant « polis ar speredoù hag al lavar ».
Setu c’hoazh ur brouenn all eus wokism an Emsav hag a ro brud fall d’hor Gwenn-ha-du : Karantez Vamm, ar film diwezhañ produet e brezhoneg ha sevenaet gant Justine Morvan. Petra eo pitch d’ar film d’ho soñj ? Div vamm, lesbianez, o deus ur bugel ha pemp ha pevar ha gnagnagna. Trawalc’h gant se ! Trawalc’h ! Arruet eo skuizh tout an dud gant ar wokism, Me too, an LGBT+++++, an divroidi hag all hag all. Trawalc’h !
Evit ma vefe hor Gwenn-ha-du arouez ar speredoù digabestr, banniel ar ravolt a-enep ar sistem en-dro e vo dav d’ar speredoù dieub gwintañ anezhañ en-dro. Ha sevel ar ouel ! Gouel bag ar vorlaeron !
Illustration : DR
[cc] Article relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par ChatGPT. Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine..
2 réponses à “Perak eo deuet an Triliv da vezañ un arouez a spered digabestr ha n’eo ket mui ar Gwenn-ha-du ?”
Ar gwenn ha du a zo deuet ur banniel a spered rejional , « ofisialiset » gant ar ranvro 4 departamant, penaoz e c’hallje bet chomet ur banniel evit frankiz ? ar gwen ha du zo chomet ur banniel a frankiz ha « rebel » e liger atlantel nemetken .
Mon analyse est un peu différente : le drapeau breton a été régionalisé par la petite région bretagne, il s’est fonctionnarisé, mettre un drapeau breton est complètement anodin et l’arborer dans une fête devient maintenant plus un signe de beaufitude qu’autre chose .
Le drapeau breton reste rebelle en …Loire-Atlantique car quand même bien ostracisé par la bien pensance.
Pegen gwir eo !