E Roazhon, e sinema L’Arvor e vo skignet d’an 19 a viz kerzu ar film « Nos Parcours ». Amañ c’hoazh emañ simpl an istor : « Minored nann-ambrouget » eus Bro-Roazhon a gont pep a istor. Evit lakaat ar c’haochisted da leñvañ ha da reklem muioc’h-mui a estrañjourion en Europa marteze ?
Soutenet gant ar gevredigezh Utopia 56 (ar skourr eus Roazhon bepred) hag ar 4bis, hag a zo ganet diwar ar « CRIJ » (Kreizenn Rannvroel evit kalouiñ ar re Yaouank) eo bet ar film-mañ. Un ensavadurezh arc’hantaet gant arc’hant publik hag a zo (sañset) sikour ha heñchañ ar vretoned yaouank eo ar 4bis. Setu roll kenarc’hantaouerien ar 4bis e 2024 (Mamenn).
45mn e pado ar film-mañ ha da 7e30 noz e komañso. Goude e c’hello an arvesterien divizout gant ar sevenerien.
Illustration : Sinema L’Arvor. Tapadenn skramm rentañ-kont 2004 ar 4bis.
[cc] Article relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par ChatGPT.
Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine