Islamouriezh : ar gourdrouz bihan hag ar goudrouz bras [L’Agora]

Bennozh Doue ! N’eus bet tamm gwall-daol ebet deiz Nedeleg. Gwall-daol islamour evel just. Ha padal e oa bet klevet trouz gant ar servijoù kelaouiñ hag a oa war ziwall. Met sonet he oa an alum evit netra. Pe eo bet graet ar pezh a oa d’ober gant ar servijoù ha ne vo ket gouvezet tra gant an dud.

Abaoe bloavezhioù emañ ar broioù european o krenañ rak ar gwall-daolioù islamour. Hag gwall-daolioù spontus a zo bet : Charlie, ar Bataclan, Nice, … met biskoazh n’eo ket bet lakaet en arvar ar stad gall hag ar gevredigezh c’hall. Biskoazh n’eo ket ken tenn an traoù e Bro-C’hall hag ar pezh a zo bet e Iwerzhon an Norzh da vare ar « Troubles » (3500 den lazhet etre 1968 h 1998) pe en Italia da vare ar Bloavezhioù Plom (690 gwall-daol ha 362 den lazhet e-korf tri bloaz). Taolioù kontel a zo amañ hag ahont bemdez pe dost met anat eo n’eus tamm strategiezh hollek ebet az a gante. Evel just, n’eo ket ar gwall-sponterezh islamour evel an hini iwerzhonad pe eus an tu-kleiz pellañ, gant aozadurioù urzhazek ma c’hell ar stadoù marc’hatañ gante. Er c’hontrol eo ar gwall-sponterezh islamek un emsav « liñvel », mod « label ». Un doare d’ober.

Hag efedusoc’h eo ar model-se eget an IRA pe ar Brigadoù Ruz ? Tamm ebet. N’eo ket Daesh pe Al-Qaeda kat da zegas freuz ha reuz war an hir dermen en Europa. N’int ket deuet a-benn da sevel ar c’humuniezhoù an eil enep eben memes. Ur frailh a zo bremañ etre « int » ha « ni », se zo sklaer met n’eo ket abalamour da zDaesh, d’an Hamas pe da Al-Qaeda. D’an enbroadeg ne lavaran ket.

Abaoe an 11 a viz gwengolo hag ar World Trade Center ez eus bet diouganet gwall-daolioù spontus en Europa, broioù en tan hag er gwad, fuzuilhadegoù a-yoc’h gant damsoudarded kuzh, « ajañtoù kuzh » degaset en Europa o c’hortoz un urz bennak. Ha petra a zo c’hoarvezet a-benn ar fin ? Taolioù kontel gant Yann Momo, hanter sod, hanter drammet, o huchal Allah Akhbar evit c’hoari ar paotr fin. Tra all ! N’eo ket « Leoned ar C’halifa » paotred ar Djihad hollek, a-boan ma’z int kizhier dizent. N’eo ket gant o zaoliouigoù spilhenn e vo « stronset » ar broioù infidel !

Ha padal eo ar Djihadisted hag a ra chal da servijoù polis eus broioù ar C’hôrnog ha n’eo ket ar Salafisted. Ur fazi eo.

Kar ar Salafisted eo ar gourdrouz brasañ. Islamekaat ar gevredigezh. E kumunioù zo eus Kreiz Breizh bremañ ez eus daou di boser : unan normal hag unan hallal. D’ar gwener, e vez leun ar moskeenoù Logunec’h, Pondi pe Lozaog pa vez goullo-kaer an ilizoù d’ar sul. Ha ezhomm zo da gomz eus Roazhon ha Naoned ? Gant an trafikañ dramm hag ar Ramplasiñ Meur, hon daou gêr-benn a zo deuet da vezañ kêrbennoù an torfedoù. Hor bugale a varmouz doareoù ha gizioù an vuzulmaned (wallah ! sur l’coran !) ha lod a yun e-pad ar Ramadan memes.

Ne c’hounezo ket ar Djihadisted dre an armoù, met emaint o vont da c’hounid dre ar gizioù ! Diouganet eo bet gant Michel Houellebecq e-barzh e romant « Soumission » ha setu ar pezh a zo o c’hoarvezout. Ni zo aloubet hor straedoù met ivez hor speredoù, hor gizioù, hor sevenadur, hon doare da vevañ, da gomz, gant an Islam hag Afrika bremañ.

Setu perak eo ken pouezus ar stourm evit ar sevenadurioù hag ar yezhoù « rannvro ». N’hall ket ar Frañs jakobin stourm ouzh sevanadur hollek an Islam evel n’hallas ket stourm ouzh an USA pa oa ar sevenadur amerikan en e uhelañ, gant Hollywood, ar C’hoboy hag ar Jeans. Gant hor sevenadurioù lec’hel hon eus ur « respont hollek » da lakaat dirak an islam. Yezhoù, gizioù, talvoudegezhioù, ur relijion, doareoù da vevañ, istorioù, tout-se a c’hell ar bobl enluskañ evit lavar « nann » d’an Islam. N’eo ket posubl e trofe Kevin Lagadec o chom e « Ponta » e Brest da islamour tra m’eo eñ mab Breizh. Mab un istor hag ur sevenadur ken don ha ken dibar. David Drugeon, eus Gwened, bet lazhet gant an Amerikaned e 2015 pe Émilie König, eus An Oriant, troet da djihadistez a dle bezañ nemedennoù e istor hor pobl.

Seul kreñvoc’h e vo hor sevenadur, hor yezhoù hag hon doare da vevañ, seul raloc’h e vo treitourien, tud kollet evelte. Ha seul « dalc’het » e vo war islamekaat ar gevredigezh. Ar re eus an RN pe Reconquête a zo e toull dor an Elysée a dle kompren an dra-se.

Ar sevenadurioù lec’hel eo penn ar gudenn.

Jean-Luc Remond

[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.

Breizh-info.com, 2026, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

Société, Tribune libre

Pas de voile, pas de crèche ! La laïcité contre le droit des peuples historiques [L’Agora]

Découvrir l'article

International

Royaume-Uni : quand les prêcheurs chrétiens deviennent les boucs émissaires de la police

Découvrir l'article

Education, Immigration, Religion, Sociétal

Islamisation de la jeunesse : une fracture française qui se creuse

Découvrir l'article

Sociétal

Le renoncement français, moteur de la conquête islamique

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Société

Hag eo ministr an deskadurezh-stad nevez a-enep ar yezhoù « rannvro » ?

Découvrir l'article

Tribune libre

À Oléron, le choc d’une Europe désarmée face à l’islamisme [L’Agora]

Découvrir l'article

Sociétal

Florence Bergeaud-Blackler, Alain de Peretti et le djihad des étiquettes

Découvrir l'article

International

Portugal : le Parlement adopte la loi Chega interdisant le voile intégral dans l’espace public

Découvrir l'article

International

L’Allemagne reconnaît officiellement des fêtes musulmanes : le Land du Schleswig-Holstein ouvre la voie

Découvrir l'article

Sociétal

Un sondage commandé par la Grande Mosquée de Paris mesure le « ressenti » des musulmans en France

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.