E-keit m’emañ ar gaochisted o vanifestiñ evit Nicolas Maduro hag e renad Bolivarian sellomp pizh ouzh ar gwirioù a zo bet roet d’an LGBTioù abaoe m’emañ ar Venezuela dindan ren ar « Volivarianed ». Hag ur baradoz eo ar vro-mañ evit an heñvelrevidi ? N’eo ket.
Er Venezuela emañ diouzh al lezenn an homosekselezh hag e c’hellont dibunañ an LGBT e straedoù Caracas da vare ar Gay Pride. Met daoust hag en doa lavaret e 2023 e oa evit ur « gevredigezh ma vefe degemeret al liesseurted enni » n’eo ket bet votet an dimez heñvelreviad gant Nicolas Maduro. Gwasosc’h c’hoazh (evite) : skrivet eo en vonreizh eo a-enep al lezenn seurt « eured ». Ha votet eo bet ar mellad-mañ e 1999, pa oa Hugo Chavez prezidant !. N’hall ket ar c’houpladoù heñvelreviad advabañ bugale met gallout a ra ar c’houpladoù lesbian « kemer par kaoutchou » dre FIV.
N’hall ket an dud « cheñch reizh » hag ar boliserien a c’hell bezañ reut ouzh an heñvelrevidi. Hag int, poliserien eus ar « Revolusion Volivarian » koulskoude !
E Venezuela emañ difennet groñs diforc’hiñ hag al lezenn a zo strizh ha sklaer-tre war ar poent-se. An hini strizhañ eus ar c’hevandir eo marteze. Ar bornografiezh a zo er-maez al lezenn ivez.
Evit lavaret sklaer an traoù : n’eo ket ar renad Bolivarian eus Venezuela, ur renad araokour evit a sell ouzh ar « gwirioù sosietal nevez » (LGBT, feministed, …). Abaoe 17 vloaz e oa Chavez ha neuze Maduro e penn ar vro ha n’o deus ket cheñchet kalz an traoù war ar poent-se.
Ne vir ket ouzh an emsaverien LGBT eus Europa ha Stadoù-Unanet da vanifestiñ evit ma vefe dibrizonet Maduro hag evit souten e renad Bolivarian. Kit da gompren !
[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.
Breizh-info.com, 2026, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.
Une réponse à “Ar Venezuela, ur baradoz evit an LGBT ? Tamm ebet !”
Penaos? D’am soñj poent cheñch va lunidoù! Ur baradoz evit re al LGBT setu Atal, Tanguy, Chenu ha meur a unan all? Digemeret mat gant Maduro? Chom a ran spontet.