Kannad LR eus Aodoù an Arvor Corentin Le Fur (mab e dad) en deus prezantet er Vodadenn Vroadel ur raktres-lezenn gant kamaladed all a-enep ar « skritur enlaka ». En ur gemenadenn kaset war ar rouedadoù sokial e lavar paotr Kintin e oa bet feuket ruz o welet ar skritur-mañ implijet war ar plakennoù-koun hag aotreet gant ar c’huzul-stad en un diviz embannet d’an 31 a viz kerzu.
Hervez ar c’hannad « n’eo ket sklaer al lezenn. Ha tra ma vo ket sklaer e kendalc’ho ar skritur « enlaka » d’en em strewiñ er melestradurioù, war ar panelloù ha betek en dokumanchoù ofisiel. Hag hi dilennabl hag a-enep diraez d’ar gwirioù ».
Forzh penaos, evit paotr eus an LR, n’eo ket « enlaka » pe « inkluzivel » tamm ebet ar skritur-mañ. « Er c’hontrol eus ar pezh a fell d’ar re a gas anezhi war-raok. Un arm ezlakaat a-vras eo memes rak re gompliket eo evit an deskiñ lenn, ar vugale ha dreist-holl ar re zDys-« .
« Ar galleg a dle bezañ ur yezh evit an holl ha n’eo ket ur c’hod evit ur minorelezh stourm hepken » emezañ.
Kensinet eo bet ar raktres-lezenn-mañ gant meur a gannad all.
[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.
Breizh-info.com, 2026, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.
2 réponses à “« Bec’h d’ar skritur enlaka ! » gant Corentin Le Fur”
Kant dre gant gant Korantin paotr ar Kommandoù. Krog berz Korantin ha diskrogit morse!
Remont ker, 1°) Emañ e Pariz o chom, evel e dad, parachutet e oa bet Marc Le Fur eno met pa seller ouzh e istor emañ o tont eus … RPR Alençon. 2°) Dilennet eo bet e vab gant mouezhioù macron hag LFI 3°) A du eo gant ar parlantoù galoeg war ar paneloù hent 4°) Evit ar brezhoneg ar gleizelourien wokelour arloupet eus Radio Breizh o deus ijinet ar ger « Lennerienezed » a zo un euzh, ha gwelet a ran er sizhun-mañ Al Liamm ha Ya o vont da heul (e daou bennad el Liamm).
Ma ! N’omp ket sortiet.