Plesei (44) : Ur gumun emveret ?

Plesei, e Bro-Redon met kostez Liger-Atlantel, a servij da skouer evit an tu-kleiz pellañ. War a seblant e vefe lakaet e pleustr gant ur c’huzulier-kêr anvet Thierry Lohr ur seurt « emverenerezh kumuniel ». D’ar 16 a viz genver da skouer e vo aozet ur brezegenn e kêr Brie, en Il-ha-Gwilun war ar pezh a vez lakaet e pleustr e Plesei.

« Kêr skañv », « atalieroù keodedour », « kemmesk sokial », « dom jeodezek », klevet e vez tout ar gerioù-se, o tont eus ar bed gaochist, e Plesei bremañ.

Tañset eo bet an ti-kêr gant prefeti al Liger-Atlantel diwar-benn unan eus e raktresoù : un dom jeodezek en un atant. Met n’eo ket an darvoud-se a zo pouezhus amañ.

Lod a lavaro ez eo an Thierry Lohr, ur gaochist hag un penn-skort. Marteze ha… marteze pas. Kar gantañ e vez graet traoù en e gumun. Hag eñ n’eo ket maer, eil-maer ne lavaran ket. N’eus ket kalz a c’halloud met gant an nebeut a zo gantañ e ra dija ur bern traoù. Ha dont a ra da vezañ ur seurt « eienenn awen » evit ar re all, dre ar prezegennoù a ra amañ hag ahont.

Perak ne vefe ket graet ar memes tra en hor metoù ? Perak ne vefe ket klasket cheñch an traoù er c’humunioù bihan e-lec’h gortoz an Abardaez Veur pa vo trec’h an RN e Paris (ha gouzout mat a reomp ne vo ket ur « maread aour » evit ar yezhoù minorelaet hag an emrenerezhioù pa vo an RN e penn an traoù ouzhpenn-se) ?

An istrogelled eus an tu-kleiz pellañ a GRED lakaat o mennozhioù e pleustr betek er c’hêrioù bihan. Ha ni ? Broadelourien Breizhad eus an tu-dehou a vez bemdez o lenn Breizh-Info, pet anezhe a zo kuzulier en ur c’huzul-kêr bennak ? Pet a zo oc’h « advretonat » o c’humun dre obererezhioù bihan ?

Gant an tu-kleiz pellañ e vez lakaet Tremargad hag e voboed diwar ar maez da skouer ha bremañ Plesei. Ha ni, peseurt « kêr idañtiter » hon eus da lakaat da skouer e Breizh pe en un traonienn bennak eus Okitania, lârit din ?

[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.

Breizh-info.com, 2026, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.

 

 

 

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

3 réponses à “Plesei (44) : Ur gumun emveret ?”

  1. Yoaren dit :

    Quel est le sens de votre article ? Vous citez  » ateliers citoyens », « mixité sociale », « dôme géodésique », tous ces mots, issus du monde gaochiste… Comme si cette idée de construire un hameau écologique était une idée farfelue ! Vos propos sont bien réducteurs des souhaits de nombreux habitants des communes rurales. Merci d’éclairer mes lanternes, car à vous lire la participation citoyenne et le débat participatif ne semblent pas bienvenus.
    Ps : on peut rêver d’un habitat écologique et participatif sans être d’extrême gauche, si si…

  2. Maurice dit :

    Bravo Thierry ! Super projet fédérateur !

  3. Aziliz dit :

    … les hameaux légers, sur terrains à bail emphytéotique.. ou comment habituer les gens à ne plus être propriétaires, « vous ne posséderez plus rien, et vous en serez heureux » Klaus Schwab, créateur du forum économique mondial, dans son livre « le grand reset »/the great reset, écrit et sorti pendant le 1er confinement 2020. Le projet avoué de gouvernent mondial de Klaus Schwab, (système dictatorial chinois communiste) avance… peu à peu par petites touches, par de « beaux projets » sur le papier… mais où tout dépend finalement de finances publiques, et lorsque l’Etat n’a plus d’argent que se passe-t-il ? et si, à un moment, les locataires ne sont pas d’accord avec un dictat (repensez au « pass » « sanitaire » ? « tu fais ce qu’on te dit ou tu dégages », car tu n’est pas Vraiment chez toi, ce terrain appartient à l’Etat !
    IL faut toujours être vigilent… Trop beau pour être vrai…

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Local, LORIENT, Politique

UDB An Oriant : hag a gendalc’h ar romant-kazetenn…

Découvrir l'article

E brezhoneg, Politique

Thomas Guénolé, ur frañmasoñ evit dougenn ar c’hanab hag an togoù-touseg halukinogen el lezenn

Découvrir l'article

E brezhoneg, Politique

Votadegoù-kêr : Diwan en deus kaset ur goulennaoueg da dout al listennoù war-bouez…

Découvrir l'article

E brezhoneg, International

Tu-kleiz : setu ar c’hiz nevez, goude ar Palestin, ar Venezuela !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Politique

Penaos e c’hell ur Breizhad kar-e-vro votiñ evit LFI ? [L’Agora]

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, International, Religion, Société

Bro-Gorsika : Palatinu a brof ur c’hraou Nedeleg da di-kêr Bastia

Découvrir l'article

E brezhoneg, International, Local, NANTES

Gaza : Familh an Naonedadez eus an tu-kleiz pellañ Lola Michel a reklem e vefe advroet gant ar stad gall

Découvrir l'article

E brezhoneg, Politique

NPA, LFI, pelec’h emañ « ar re ouennelet » ?

Découvrir l'article

Ensauvagement

Ils cambriolent une entreprise de Plessé (44) et mettent le feu à une grange

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.