Trenk ar soubenn etre ar beizanted hag an embregerezh Hénaff er mare-mañ. Kemenadennoù kaset war ar rouedadoù sokial gant pennoù-bras an FDSEA 22 peurgetket, a ziskouez ur voest teod-ejen produet gant Hénaff. Ha deus pelec’h e teu ar c’hig a zo er voest-mañ ? Deus Amerika ar Su ! Hervez an embregerezh eus Pouldreuzig eo « Amerika-ar-su ar gwellañ mammenn a bourvezadur anavezet hiziv an deiz evit respont d’ar pezh a fell deomp kaout a-fet kalite ha teknik ».
Gouez d’ar saverien chatal n’eo ket gwir tamm ebet hag eo ar priz az a Hénaff da gerc’haat en Amerika-ar-Su, tra ken.
Ar pezh zo, gant ar manifestadegoù a-enep ar Mercosur hag an tropelladoù chatal lazhet e teu an afer-mañ er mare fall evit an embregerezh rak peadra zo da sachañ fulor ar beizanted breizhad ouzh Hénaff hag a zo labelizet « Produit en Bretagne » ouzhpenn-se ! Abaoe bloavezhioù e ra Hénaff bruderezh (gant gwir abeg) diwar-benn « ar c’hig moc’h produet e tiez-feurm tro-dro d’e labouradeg ».
Gant ar voestad teod-ejen-mañ o tont eus tramor setu e skeudenn saotret.
[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.
Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.
2 réponses à “Ar beizanted prest da lammet gant an embregerezh Hénaff abalamour d’hec’h emporzhiadurioù”
Chom a ran spontet va reor a jom stag ouz ar bank! Dija ne gave ket din ken mat ar pastez abaoe bloavezhioù, ar c’hig a oa un tammik muioc’h gwechall ha gant pebr ha holen. Ne oa ket deuet ar mod gant kolesterol ha n’ouzon ket petra.
Si Hénaff faisait des produits de haute qualité gastronomique, cela se saurait depuis longtemps. Nous sommes dans de l’industriel. Ce n’est pas parce que c’est estampillé « fait en Bretagne » que c’est forcément irréprochable… Vous voulez du vrai pâté ? Allez chez votre charcutier… (Ou au pire au charcutier de grande surface, il y a du local).