Un hentenn divyezhek brezhoneg-galleg a vo digoret er skol bublik Pauline gKergomard eus Gwiler-Leon (e gwalarn Brest) a-benn miz gwengolo. Embannet eo bet ar c’heloù d’ar 27 a viz genver gant ti-kêr Gwiler.
Ne vo ket an hentenn divyezhek-mañ an hini nemeti e Gwiler-Leon. Abaoe 20 vloaz e vez desket brezhoneg e skol brevez Santez-Tereza eus ar gumun. E-korf pemp bloaz eo tremenet an niver a vugale er c’hlasoù divyezhek a 65 da 103, memes.
Un emvod kelaouiñ a zo bet d’an 29 a viz genver evit displegañ d’ar familhoù intereset penaos ez a en-dro ar c’hlasoù divyezhek en deskadurezh publik.
Bremañ e vo labouret asambles gant an Ofis, ar rektorelezh, an ti-kêr hag ar skipailh pedagogel evit sevel an hentenn a-benn miz gwengolo. Ur c’hlas nemeti evit ar vugale ganet etre 2021, 2022, 2023 ha 2024 a vo da gentañ. Ha, ma’z a mat an traoù e vo digoret klasoù all.
Foto : ti-kêr Gwiler-Leon
[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.
Breizh-info.com, 2026, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.