An entaner zo deuet en-dro ! E Felger ez eus bet lakaet tan e daou garr-tan an dibenn sizhun-mañ. E karter ar Forairie a zo c’hoarvezet an traoù e-kerz an noz etre ar gwener 20 hag ar sadorn 21 a viz c’hwevrer tro 2e beure. Ha n’eo ket abalamour d’un troc’h-tredan bennak en deus kroget an tan er weturioù-mañ, un den eo en deus lakaet tan enne, sur eo ar boliserien eus se. Ha paneve ar bomperien en defe devet ar c’hirri-tan a oa e-kichen rak lipet e oant dija gant ar flammennoù.
Abaoe bloavezhioù ha bloavezhioù e vez lakaet tan e kirri-tan e Felger hag e Bro-Felger. Gant piv ? Den ne oar, ar re a ra se a rent darbar d’ar polis betek-henn.
Eüruzamant, betek-henn, ne ket bet gloazet den ebet.
[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.
Breizh-info.com, 2026, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.