N’eo ket bet un nozvezh vat nozvezh eil tro ar votadegoù-kêr evit an UDB e Breizh. Fabrice Danilo a zo bet skubet kuit e Montforzh (35), Gaël Briand n’eo ket kuzulier ken en Oriant, an div vouezh-aotret Tifenn Siret ha Lydie Massard a oa war listennoù trec’het e Henbont ha Pondi. Tifenn Siret ha Lydie Massard a chom kuzulierezed-kêr memestra, met en tu-enep (Tifenn Siret a oa en tu-gounid betek-henn).
Met keloù mat a zo evit ar « Parti » memestra : e Kommanna, e kreiz ar Menez Arre (met kostez Leon), eo bet dilennet Fulup Plouzane kerkent hag en dro gentañ. Setu eñ arruet maer gant 52% eus ar mouezhioù ! E penn al listenn « Commana en commun / Kommann’a-gevret » e oa an ezel-mañ eus an UDB. Paotr kar-e-vro met ivez kar-e-yezh eo Fulup Plouzane hag a zo kelenner brezhoneg ha saozneg a-vicher.
Ar gemenadenn gentañ bet kaset evit kelaouiñ eo bet staliet ar maer nevez a oa divyezhek brezhoneg-galleg, pezh n’eo ket fall dija. Ur skol Diwan a zo e Kommanna met ur skol all a sach evezh an dud warni er mare-mañ : hini ar Pierre Bleue, ar skol bublik. Fellout a ra d’ar rektorelezh serriñ ur post diwar tri, ar pezh a lak tud ar gumun da fuloriñ evel just. Setu ur chanter kentañ evit Fulup Plouzane !
[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.
Breizh-info.com, 2026, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.
Une réponse à “Ur maer UDB dilennet e Kommanna”
Gwellet e vo pe kad eo d’ober ‘nur gumun.