2026 : pemp maer UDB a zo bet dilennet pe addilennet er votadegoù-kêr. E 1964 eo bet savet an UDB. 62 goude n’eus ket nemet daou vaer eus ar Strollad e Breizh a-bezh.
2026 : maer ebet dilennet e anv Strollad Breizh, « an UDB eus an tu-dehou ». E 2003 eo bet savet Strollad Breizh. D’ar mare-se e oa bet lavaret e vefe ar PB un « SNP Breizhad a-benn 10 pe 15 vloaz ».
Strolladigoù broadelour all a zo : Douar Ha Frankiz, Dispac’h pe War-Sav evit an tu-kleiz pellañ, ar PNB evit an tu-dehou pellañ. Strolladigoù anezhe all.
Emrenour eus an tu-kleiz, emrennour/broadelour eus an tu-dehou, broadelour wokist pe get, eus an tu-kleiz, eus an tu-dehou, strolladoù hag az a war ar renk asambles gant strolladoù gall pe get, an holl « formulennoù », livioù politikel, strategiezhioù a zo bet arnodet. C’hwitet an holl.
Strollad nevez Paul Molac a raio berzh marteze. Met ne soñj ket din. Re a strolladoù o peuriñ war ar memes tachenn dija.
Sevel ur strollad identiter war patrom Palatinu evel e Korsika ? Ret e vefe kavout un Nicolas Battineg bennak dija rak abalamour da bersonelezh Nicolas Battini e ra berzh Palatinu, paotr gouiziek anezhañ hag en e aes dirak ar mikroioù ha kameraioù. N’eus hini ebet eveltañ e Breizh evit poent. Ha ma vefe savet seurt strollad, arabat en em dreuswizkañ evel ar PNB eus ar bloavezhioù 30 hag adembann testennoù Debeauvais pe Mordrel evel ma vefe un aviel nevez evit displegañ Breizh a-vremañ, mar plij !
Evit gwir, ne welan ket peseurt strollad a c’hellfe tennañ ar vroadelouriezh breizhad eus al lagenn m’emañ abaoe muioc’h eget 100 vloaz. Ouzhpenn-se eo bet « adkemeret » an temoù broadelour gant ar strolladoù gall bremañ. Evel just ne vint ket lakaet e pleustr gante ur wech arruet ouzh ar stur met, d’an nebeutañ, e komzont evel emrennourien er c’huzul rannvro, n’eo ket fall dija. Met an emrenelouriezh skañv-mañ a droc’h foenn dindan hon treid. Kar klevet e vez ur seurt « emrenelouriezh skañv » war an holl vegoù bremañ, ha pa vefe eus an tu-dehou pe eus an tu-kleiz ar bolitikourion. War-bouez an RN evel just hag a chom gant e erv jakobin. Ha jakobin penn-kill-ha-troad !
E berr komzoù emañ stanket an Emsav etre e zic’halloudegezh hag an diouer a vennozhioù, mennozhioù hag a vefe an hini nemetañ da gas war waok. Stanket etre an diouer a « bennoù bras » hag an diouer a emsaverien. Strolladoù broadelour a zo e Breizh met petra int e gwirionez ? Adboutikoù « gwenn-ha-du » ar strolladoù bras gall tra ken.
Petra vo broadelouriezh ar bloavezhioù a zeu ? Ur broadelouriezh « a desteni » pe ur broadelouriezh renevezet gant mennozhioù nevez ha tud nevez ouzh ar stur ? Mennozhioù a glotfe gant ar pezh a soñj an dud. Poblelour ? Ya laouen !
Eflamm B.
[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.
Breizh-info.com, 2026, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.
3 réponses à “Peseurt broadelouriezh evit Breizh ? [L’Agora]”
An dispac’h nemetañ a dalvez ar boan eo lakaat ar C’hrist en hor buhezioù.
Nac’h patrom kevredigezh Pariz (enep doueas, frankvason Jakobin – kement se holl zo pleonasmoù-) a rank bezañ pal an Emsav, da sevel en hol ledenez ur gevredigezh all, deneloc’h a gloto gant an Aviel.
Mat tre Tad Gwilhmod ‘maon a-du ganeoc’h!
Rebechoù kemmesket a rit. Ne vefe ket Strollad Broadel Breizh ur strollad broadelour a-walc’h. Ne vefe nemet adboutikoù strolladoù gall. Met ret e vefe deomp kenlabourat gant an RN evel Palatinu ha chom hep menegiñ Mordrel ha De Beauvais ? N’eo ket poellek.
N’eus nemet bil ha drougiezh en ho pluenn. Evit un banne te, paotred a Vreizh-Info.
Yannig eus Strollad Broadel Breizh