Gallout a reer lakaat se war gont Loïg Chesnais-Girard : abaoe un nebeut bloavezhioù ez eus muioc’h-mui a genemglevioù sinet etre Breizh hag ar broioù keltiek all. Goude Bro-Iwerzhon ha Bro-Gembre, setu sinet un emglev gant Kerneveur digwener tremenet e-kerzh Gouel ar Gelted e An Oriant.
Stéphane Perrin-Sarzier, is-prezident ar Rannvro ha Leigh Frost, penn Kuzul Kerneveur (Cornish Council) o deus tonket evit kreñvaat al liammoù etre an div vro war pemp bloaz. Lakaet e vo e plas kenskriverezhioù etre al liseoù eus Breizh ha Kerneveur da skouer. Labouret e vo asambles war surentez an energiezh er Mor Keltiek ivez, da lavaret eo war ar rodoù-avel war vor. Anv zo eus ar sevenadur en emglev ivez, ar pezh zo normal kar an div vro a zo tost-tre o sevenadurioù e meur a zoare, ar yezhoù da gentañ.
Ha pleustret e vo asambles war an tourism ivez. Ar pal a zo da isitañ an annezidi eus ur vro da weladenniñ eben, ‘pezh n’eo ket sot.
Breizh-info.com, 2026, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.