Gant ar maer kozh, kêr Elne, ur gumun eus Norzh-Katalonia (departamant Pireneoù ar reter) a oa deuet da vezañ ur gwir gêr LGBTizaet. Abaoe 2021 e oa bet staliet simboloù LGBT e pep lec’h gant ar maer eus an tu-kleiz : ur banniel kanevedenn a oa bet staliet ouzh talbenn an ti-kêr da skouer hag un dreuzenn tud war droad adlivet gant ar memes livioù. Hini just dirak an ti-kêr e oa hag abaoe 2021 e oa mod-se.
Ar pezh zo, n’eo ket bet addilennet ar skipailh gaochist er votadegoù-kêr diwezhañ, ur maer « diliv », Steve Fortel, a zo bet trec’h dezhi. Lakaet eo bet Steve Fortel « eus an tu-dehoù pellañ » memestra gant ar prefeti pa oa bet embannet roll al listennoù war ar renk. Nagennet eo bet an diketenn-mañ gant ar maer.
Kerkent ha dilennet, hemañ en deus adlivet e gwenn an dreuzenn ha distaliet ar banniel LGBT diouzh talbenn an ti-kêr. Paotr kalonek aze !
Diouzhtu-dak e savas o mouezh ar c’hevredigezhioù LGBT hag an emsaverien eus an tu-kleiz war un ton drama queen evel just. Marteze ne gredont ket mont da wel ar vicherourien ken, dav eo dezho kavout stourmoù nevez…Amzer zo bet ma oa an tu-kleiz a-du gant renkad ar broleterien ha n’eo ket gant traou « bourc’hiz ».
Lavaret en deus Steve Fortel e tisplego e choaz e-kerz ar c’huzul-kêr kentañ.
[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.
Breizh-info.com, 2026, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.