Emaint war an dachenn e Breizh e-pad an hañv, ha ni pelec’h emaomp ?
E Redon, da skouer, ar « Strollegezh Queer » a vo e Kroaz ar Voraerion d’ar 14 ha d’an 28 a viz eost 0 kinnig d’an dud « aperoioù queer ». D’ar 7 a viz eost ha d’ar 24 a viz gouere e oant amañ dija.
E kreiz kêr Redon emañ al lec’h-mañ hag ur bern tud a welo anezhe. Ha perak n’eus ket « aperoioù breizhad » pe « aperoioù kristen ha breizhad » e Redon e-pad an hañv ?
Memestra e Roazhon gant ar « C’hwirfeministed » eus ar Bocal. D’an 23 a viz eost e vo dispaket gante o levraoueg evit an nep a gar e park Maurepas. An dud a c’hello o lenn, divizout gant an emsaverion queer, … Familhoù a vo o pourmen hag gante e vo gwelet pardon ar baotred gwisket e merc’hed hag ar merc’hed barvek. Ha ni pelec’h emaomp ?
Er mare-mañ, emañ LFI o terc’hel standoù e pep lec’h evit broudañ an dud da wiriekaat hag emaint enrollet war al listennoù votiñ pe get. Hag evel just e isitont an dud da votiñ evite.
D’an distro-skol e chomo ar gaochisted war an erv : E Roazhon e vo un atalier krouiñ war ar votadegoù e ostel Pasteur d’an 19 hag 20 a viz gwengolo. E kreizig-kreiz ar bourk ! Gant sikour kêr Roazhon ha departamant Il-ha-Gwilun evel just.
Ha ni ?
[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.
Breizh-info.com, 2026, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.
2 réponses à “E-pad an hañv, an LGBT+++ war an dachenn e Breizh”
Ha ni pelec’h emaomp? Kuzhet d’ar gêr, e surentez, dre ma’z int tud taer ha feuls. Ha perak ne vefent ket evel-se an lgbt+++, ar c’haochisted ha tud lfi ? Diwallet ha gwarezet int gant ar republik gall, ar justis hag alies gant an arched, petra bennak ma raint. Ar wirionez a zo ganto e Bro-C’hall !
M’eus morse gwellet seurt tud! Gant an oed sur moereb Gite pevar gwaz, daou lazet e-pad ar Brezel pewarzek, Maria hag a gave dispar ur person an Ao. Moulek euz Beuzek Konk! Tomm o reor d’ar vaouezh-se!
Ar re ne gomprenn ket Brulu HELP deus d’am sikour! Le Problème c’est que des gens intéressés restent sur leur faim, on me le dit!