E mediaoueg Chapel-Baz-Meur (un is-kumun eus « Diwazh-Liger » bremañ), e su Bro-Naoned, anvet « espace coolturel », zo ur banniel LGBT peget ouzh an nor dal. Ul lec’h publik eo sañset hag an ideologiezh LGBT+ (ha n’eo ket ar gumuniezh LGB !) a zo deuet da vezañ ur relijion, pe ur chapellig eus ar relijion wok pa vo lâret. Ar pezh a dalv ne vez ket doujet d’al laikelezh er vediaoueg bublik-mañ aze.
Peget e oa bet ar banniel evit ur brezegenn ma oa bet pedet skrivagnerien « treuz-jener » e miz kerzu 2024. Evit « Mizvezh an LGBT+ » e vez kinniget levrioù LGBT+ ha Michaël Fortuna, ar penn-levraoueger a zifenn ar banniel peogwir e « jaoj ouzh hor talvoudegezhioù » (re al levraoueg).
Er c’huzul-kêr diwezhañ e oa bet goulennet gant ur guzulierez eus an tu-enep (hag a zo « lesbian » met n’eo ket se a dermen peseurt doare maouez eo, setu ar pezh he deus lavaret) perak emañ c’hoazh ar banniel-mañ ouzh an nor. Ul lec’h publik eo, ma vez degemeret bugale yaouank, perak lakaat ur banniel hag a ra bruderezh evit un ideologiezh ?
Chomet eo ar vaerez Aurélie Mériau, sonn en he c’hredennoù hag en he dibaboù rak « mod-se e vez diskouezet eo ar vediaoueg ul lec’h ma vez doujet tout an dud hag ul lec’h sur evit an LGBT+ ». Hervez ur guzulierez eus an tu-gounid e vez en em lazhet un LGBT yaouank diwar dek.
Ha ? Dre faot ar gevredigezh a-bezh eo ?
Ha perak e vez lakaet a-wel d’an dud e-giz se ur banniel a arouez ur sekselezh e-giz-se ? Bez e vez taget LGBTioù mod-se e Diwazh-Liger ?
[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.
Breizh-info.com, 2026, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.