Bed ar skolioù : an teoriennoù, an inkluzivelezh hag ar wirionez

Publicité

Er skol publik eus Charcenne-Autoreille (Saône-Uhel) er Bourgogn, emañ ehanet ar peder skolerezh hag ar skoazellerezh. Ehan kleñvet. Ha kleñvet spered. Perak ? Abalamour da zaou skoliad. An daou-se a zo e div glasad disheñvel ha sikouret int war ar pemdez gant un AESH. Met ne cheñch ket an traoù : feuls ha torr-penn int ha n’hall ket mui ar skolerezed labourat war o micher e koñdisionoù mat.

Pleget o deus ar gouarnamantoù kozh dirak ar c’hevredigezhioù a vugale ampechet a felle dezhe e vefe skoliataet an HOLL vugale ampechet pe o spered mesket er skolioù normal. Ur afer a « voral » e oa. Dav e oa bezañ « iñkluzif » hag un dra vat eo bet evit ur bern bugale gant diaesterioù, gwir eo. Met lod n’o deus netra d’ober er skolioù « hollek ». Ha pa vezont feuls war ar marc’had e tle ar skolaerien difenn ar vugale all ha sioulaat ar jeu gant o zud, da beder eur hanter.

Amañ c’hoazh ez eus bet kemeret un diviz « moral » ha n’eo ket un diviz poellek ha reizh. An HOLL vugale gant diaesterioù a zo bet degemeret er skolioù mod-all ne vefe ket reizh e-keñver ar moral, d’ar skolaerien d’en em zimerdiñ gant se ! Met, d’an nebeutañ, setu sioulaet ar c’hevredigezhioù hag e c’hell ar gouarnanamant lavarout dirak an dud ez eus bet graet traoù evit ar vugale ampechet pe mesket o spered.

Ur skandal eo !

Evel just n’eo ket moral da skrivañ se. Ha bugale aotek, trizomek pe gant ezhommoù dibar zo o deus o flas er skolioù met n’hall ket AN HOLL bezañ degemeret er skolioù normal rak ne fell ket d’o zud e vefe lakaet o bugel en ur skol « disheñvel ». Kompren a ran anezhe ha moarvat e vefent evelte m’am bije ur bugel « disheñvel ». Met penaos e vevont an traoù pa oaront eo feuls pe torr-penn o bugel en ur c’hlas met n’hall ket ar rener pe ar skolaer skarzhañ anezhañ peogwir n’o deus ket droad d’hen ober ? Penaos e respontont ouzh selloù tamall ar gerent a denn o bugale an eil war-lerc’h egile peogwir e leñvont bemnoz abalamour da « Vathys en deus skoet ganin c’hoazh » ?

Ipokrit eo ar stad-se evit an daou du.

Ha petra a vez lavaret gant ar rektorelezh pa c’hoarvez seurt tra ? Barnadennoù moral evel just : « arabat stigmatizañ », « dav eo bevañ asambles », dreist-holl ma vez ar bugel « problematek » hag e familh eus ur sevenadur all…

Ha muioc’h-mui a vugale problematek a zo er skolioù ? N’ouzon ket. Marteze. Hogen, ar pezh zo sur, evel ma vez kont gant an enbroerezh, bez ez eus ar moral, an teoriennoù, an « iñkluzivelezh » deuet da vezañ ur relijion eus un tu, hag ar fedoù, ar wirionez war an dachenn eus un tu all.

[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.

Breizh-info.com, 2026, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.

 

 

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

Publicité

LES DERNIERS ARTICLES

Sociétal

Oise. Un chasseur risque 30 ans de réclusion…pour avoir tiré sur des cambrioleurs en fuite

International

L’Oktoberfest victime de la police du vêtement : les décolletés jugés problématiques

Tourisme

Tourisme en Bretagne : une fréquentation stable, mais des retombées économiques en baisse

International

Comment la Hongrie a fermé sa frontière malgré les revers judiciaires de l’UE

Auto-Moto

Freinages fantômes : la Ligue de Défense des Conducteurs dénonce l’inertie du gouvernement

International

Libérations anticipées au Royaume-Uni : la suppression des peines IPP inquiète

Sociétal

Élever un gentleman au XXIe siècle : la politesse ne suffit pas

retraites

Social

Retraite : de plus en plus de seniors reprennent le travail, entre choix et nécessité

basque

E brezhoneg, International

E Saint-Pierre d’Irube (Euskal Herria), an euskareg lakaet ofisiel

Sociétal

Un philosophe distingue « réalisme racial » et « mémoire ethnique » pour repenser l’immigration

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

CARHAIX, E brezhoneg, Education, Local, Société

Postoù serret/digoret er skolioù : digoret tro-dro d’ar c’hêrioù bras, serret war ar maez

Découvrir l'article

E brezhoneg, Tribune libre

Ar gelennerien etre an horzh, ar genn, ar c’hler hag an dour ! [L’Agora]

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, LANNION, Local, Société

Plangonwal, Ploubêr, Plouilio (22) : stourm a reont evit ma ne vefe ket serret klasoù

Découvrir l'article

E brezhoneg, NANTES

Banaleg-ar-Gevred ha Henwinieg (44) : klasoù serret, tud ar vugale fuloret

Découvrir l'article

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.