Plangonwal, Ploubêr, Plouilio (22) : stourm a reont evit ma ne vefe ket serret klasoù

Gant ar bloaz nevez e vez gouvezet peseurt klasoù a vo serret ha digoret en distro-skol 2023-2024. E Plangonwal, Ploubêr ha Plouilio en Aodoù-an-Arvor emañ tud ar vugale e fulor rak fellout a ra d’an deskadurezh-stad serriñ klasoù e skolioù publik ar c’humunioù-mañ.

Ne gompren ket mat tud ar vugale penaos e c’hell an DS serriñ kement ha klasoù tra ma’z a war-diskar live ar vugale abaoe ar C’hovid (hag a-raok memes !). E Plouilio, ur vestrez a zo ehanet er mare-mañ ha ne vo ket erlec’hiet abalamour d’an diouer a gelennerien. Penaos e c’hell tud ar vugale asañtiñ e vefe serret ur post gant kement a gudennoù e-pad skoliataerezh o moussed ?

Manifestadegoù a zo war ar stern evit lakaat ar rektordi da blegañ.

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

- Je soutiens BREIZH-INFO -

PARTAGEZ L'ARTICLE !

LES DERNIERS ARTICLES

ARTICLES LIÉS