Ar gelennerien etre an horzh, ar genn, ar c’hler hag an dour ! [L’Agora]

Publicité

E-pad un devezh ez eus bet anv eus Samuel Patty ha Dominique Bernard er mediaoù hag e burevioù an Deskadurezh-Stad. Ha padal, pa oa bev c’hoazh an hini kentañ en doa bet triñchin e-lec’h pour evit bezañ graet e labour a gelenner istor-geo. An Deskadurezh-Stad a zo aet dioutañ ha lesket e oa bet e-unan dirak ar bagad chas o barv hir a oa war e lerc’h. Bremañ eo deuet da vezañ un haroz, un den meur ! Nag a bilbouserezh !

Ha padal, abaoe muntr Samuel Patty, n’eus ket bet cheñchet tra er skolioù, skolajoù pe liseoù. A zeiz da zeiz emañ an Islam o c’hounit tachenn. Ha bremañ eo deuet an « emgontrollerezh » da vezañ ur c’halite micherel evit bezañ ur c’helenner mat ha… bev. Seul nebeutoc’h a drouz seul suroc’h ar red-micher hag… ar vuhez !

Forzh penaos emañ tapet ar gelennerien etre an horzh, ar genn, ar c’hler hag an dour ha n’eo ket etre daou anezho hepken. Da gentañ-holl emañ rustoc’h-rustañ tud ar vugale ouzh ar gelennerien. Kristenion pe get, tud normal pe tud trelatet ne cheñch ket ! N’eus ket ezhomm bezañ o labourat en ur « c’hartchier » bennak evit bezañ iferniet gant ur familh pe ziv… Setu an horzh

Met gant ar re a « binvidik » ac’hanomp ez eus un dra ouzhpenn er soubenn drenk : an diferañsoù sevenadurel hag, evit darn, ar relijion. Setu ar genn

Hag evel just, forzh peseurt tra a c’hoarvezo en ho klas, ne vioc’h ket soutenet e mod ebet gant ar « hierarkiezh », ar c’hontrol zoken. « Tamm trouz ebet » evel boaz. Dirak ar c’hameraioù e vo sonn ar prezegennoù met kerkent hag int kuit e vo « aliet » deoc’h da zaoublegañ dirak ar skoliad dichek pe feuls hag e dud ha da glask « distanañ d’o soubenn ». Setu amañ ar c’hler.

Ha chom a ra an dour. An dour zo ho keneiled hag ho sindikadoù. E Tourcoing, n’eus ket pell zo, pa oa bet skoet ar gelennerez gant ar plac’h vouchet, n’eo ket bet soutenet ar vaouez gant un darn eus he c’heneiled. Er c’hontrol, savet o deus a-du gant ar plac’hig islamour. Breinet eo speredoù reoù zo gant ar « stourm a-enep an gwallziforc’hidigezhioù » ha n’eus ket nemet se a gont evito bremañ.

E-barzh an Deskadurezh-Stad n’eus tamm dazont ebet evit an den a fell dezhañ bezañ ur mestr un tamm « mod kozh », gant un doare da gelenn ma n’eo ket ar mestr ur « mignon » evit e ziskibien. En deskadurezh katolik, n’eo ket gwelloc’h ‘m eus aon ken wok eo deuet da vezañ an iliz a-vremañ.

Chom a ra ar skolioù prevez digontrad, ar gwir skolioù dieub. Hag aze ez eus labour…

Mod-all evit an danvez hag an nevez-kelennerien ez eus ur choaz : cheñch micher. Re a ziforc’h a zo etre ar pezh a soñj an dud diwar-benn ar micher a gelenner hag ar wirionez. Un toull-strap eo deuet da vezañ ar micher kelenner, n’eo ket mui ur « micher nobl » evel gwechall ha ma n’eus ket mui kement ha dud o lakaat o anv evit ar genstrivadeg n’eo ket un taol degouezh eo.

Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

Publicité

LES DERNIERS ARTICLES

Sociétal

Oise. Un chasseur risque 30 ans de réclusion…pour avoir tiré sur des cambrioleurs en fuite

International

L’Oktoberfest victime de la police du vêtement : les décolletés jugés problématiques

Tourisme

Tourisme en Bretagne : une fréquentation stable, mais des retombées économiques en baisse

International

Comment la Hongrie a fermé sa frontière malgré les revers judiciaires de l’UE

Auto-Moto

Freinages fantômes : la Ligue de Défense des Conducteurs dénonce l’inertie du gouvernement

International

Libérations anticipées au Royaume-Uni : la suppression des peines IPP inquiète

Sociétal

Élever un gentleman au XXIe siècle : la politesse ne suffit pas

retraites

Social

Retraite : de plus en plus de seniors reprennent le travail, entre choix et nécessité

basque

E brezhoneg, International

E Saint-Pierre d’Irube (Euskal Herria), an euskareg lakaet ofisiel

Sociétal

Un philosophe distingue « réalisme racial » et « mémoire ethnique » pour repenser l’immigration

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

CARHAIX, E brezhoneg, Education, Local, Société

Postoù serret/digoret er skolioù : digoret tro-dro d’ar c’hêrioù bras, serret war ar maez

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Société

Bed ar skolioù : an teoriennoù, an inkluzivelezh hag ar wirionez

Découvrir l'article

Education, Sociétal

École française en chute libre : l’immigration au cœur du naufrage éducatif

Découvrir l'article

Politique, RENNES

Rennes : une rue Dominique Bernard pour réparer la mémoire et rappeler les fautes du laxisme migratoire ?

Découvrir l'article

Politique

Marion Maréchal rappelle à Léon Deffontaines que le PCF s’était mobilisé contre l’expulsion de la famille dont un des enfants a tué Dominique Bernard.

Découvrir l'article

Education, Immigration, Société

Plaque en hommage à Samuel Paty et Dominique Bernard, combien de temps va-t-elle tenir ?

Découvrir l'article

Education, Immigration, Société, Tribune libre

« Mongol Akhbar » à Rennes : le diversomètre enseignant de nouveau « enrichi » [L’Agora]

Découvrir l'article

Education, Immigration, Société

Collège d’Issou : le déni jusqu’à la fin

Découvrir l'article

Sociétal

Meurtre de Dominique Bernard par Mohammed Mogouchkov. Vincent Lapierre se rend à Arras pour interroger la population

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, LANNION, Local, Société

Plangonwal, Ploubêr, Plouilio (22) : stourm a reont evit ma ne vefe ket serret klasoù

Découvrir l'article

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.