Postoù serret/digoret er skolioù : digoret tro-dro d’ar c’hêrioù bras, serret war ar maez

Publicité

E skol boulouard ar republik e Karaez e vo serret ur c’hlas divyezhek gant ar rektorelezh. Evel just o deus savet o mouezh tud ar vugale a-enep ar serradur-mañ, Paul Molac en deus embannet e oa a-du gante, Mélanie Thomin, ar gannadez PS eus Kornôg Kreiz Breizh ivez, Philippe Guillemot, kuzulier an departamant, Kristian Troadec evel rezon, …

Met Christine Moalic, renerez akademikel Penn-ar-bed, a ra skouarn vouzar d’ar gerent. Embannet eo bet gant an Deskadurezh-Stad e vo serret ur bern klasoù ha skolioù er c’humunioù war ar maez ha kompren a raer mat ar pezh a zo a-dreñv an diviz-mañ : lakaat muioc’h a arc’hant ha kelennerien e kêrioù zo diwar-goust ar skolioù war ar maez met ivez, dav eo lavaret ar wirionez, diwar-goust departamantoù evel ar Seine Saint-Denis ma vo kollet 67 post a gelennerien er skolioù kentañ derez ha 181 klas.

Ha, war un dro, e vo digoret postoù er c’humunioù tro-dro da gêrioù bras evel Tolosa, Montpelhier, Naoned, Bourdel met ivez er Bouches du Rhône (Marselha) m’emañ… war-ziskar an niver a skolidi koulskoude ! Met gouzout a reer holl perak e vez moumounet seurt departamant….

En Il-ha-Gwilun e vo serret 29 post, 24 e Penn-ar-bed, 17 e Mor Bihan, 16 e Aodoù-an-Arvor ha 66 e Liger-Atlantel. Ha c’hoazh, al lodenn vrasañ anezhe a vo serret war ar maez (en norzh hag er c’hôrnog dreist-holl) tra ma vo digoret re nevez tro-dro da Naoned pe e su al Liger kar muioc’h-mui a dud pinvidik a ra annez er broioù-mañ.

En Il-ha-Gwilun e vo tamm-pe-damm ar memes tra. Digoret e vo klasoù (sur) e (sifroù SNUipp 35) :

  • Saint-Jacques-de-la-Lande
  • Acigné
  • La Mézière
  • Pacé
  • Roazhon (meur a skol)
  • Vignoc
  • Chavagne
  • Sant-Maloù
  • Bourgbarré
  • Brécé
  • Chantepie
  • Guignen
  • La Ville-ès-Nonais
  • Mordelles
  • Saint-Aubin-du-Cormier

Ha serret e vo e :

  • Dol-de-Bretagne
  • Le Pertre
  • Combourg
  • La Guerche-de-Bretagne
  • Montgermont
  • Roazhon
  • Saint-Grégoire
  • Laillé
  • Liffré
  • Montauban-de-Bretagne
  • Mordelles
  • Pacé
  • Pleumeleuc
  • Saint-Gilles
  • Saint-Jouan-des-Guérets
  • Thorigné-Fouillard
  • Vern-sur-Seiche
  • Argentré-du-Plessis
  • Bourg-des-Comptes
  • Bruz
  • Chasné-sur-Illet
  • Châteaubourg
  • Dinard
  • Gahard
  • Guichen
  • Guipry-Messac
  • Hirel
  • Langon
  • Lohéac
  • Maxent
  • Mernel
  • Montreuil-sur-Ille
  • Mouazé
  • Nouvoitou
  • Pipriac
  • Pont-Péan
  • Roz-sur-Couesnon
  • Saint-Broladre
  • Saint-Lunaire
  • Saint-Sulpice-la-Forêt
  • Saint-Thurial
  • Sens-de-Bretagne
  • Tréffendel

Da lavaret eo kentoc’h war ar maez (estreget kêrioù zo met er c’hêrioù-mañ e vo digoret klasoù ivez !)

Hag e Penn-ar-Bed ? E departamant-mañ e vo sklaeroc’h an traoù c’hoazh. Digoret e vo skolioù tro-dro da Vrest, e Gwipavaz, e norzh Kemper, e Bro-Fouen (ma vez ker-ruz ar madoù-leve !) hag e kumunioù zo eus an Arvor.

Ha pelec’h e vo serret skolioù mut-hu ? Er skolioù bihan eus Menez-Arre, Kreiz Breizh, Poc’hêr, hag e Kerne-Izel ma vez war-ziskar an niver a vugale.

Sklaer ar jeu neuze : diaesoc’h-diaesañ e vo an traoù evit ar familhoù a zo o chom war ar maez. Ha nebeutoc’h-nebeutañ a familhoù o do c’hoant d’en em staliañ eno.

[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.

Breizh-info.com, 2026, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *

Publicité

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Education, Société

Bed ar skolioù : an teoriennoù, an inkluzivelezh hag ar wirionez

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Société

Klasoù divyezhek serret : dre faot piv pe dre faot petra ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Local, QUIMPER, Société

A-benn miz gwengolo, ur c’hlas divyezhek e Plogoneg (Bro C’hlazig)

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Société

Emsaverien ar c’hatalaneg a c’houlenn un aotregezh kelenner ar skolioù divyezhek

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Société

Ur voest ostilhoù evit treuzkas ar brezhoneg er skol-vamm

Découvrir l'article

E brezhoneg, Tribune libre

Ar gelennerien etre an horzh, ar genn, ar c’hler hag an dour ! [L’Agora]

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, LANNION, Local, Société

Plangonwal, Ploubêr, Plouilio (22) : stourm a reont evit ma ne vefe ket serret klasoù

Découvrir l'article

E brezhoneg, International

Bastia : 68% eus ar skolidi en ur skol-vamm divyezhek

Découvrir l'article

E brezhoneg, NANTES

Banaleg-ar-Gevred ha Henwinieg (44) : klasoù serret, tud ar vugale fuloret

Découvrir l'article

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.