Daou di-feurm a zo war Enez-Eusa. Ur legumacher hag un atant saout-laezh. Siwazh ne vo ket mui anezhañ a-benn nebeut.
E-barzh un hirig a destenn kaset war ar rouedadoù sokial, ar c’houplad en doa savet an atant « les vaches aux 4 vents » a zispleg dre ar munut perak ez eont kuit.
Degouezhet war an enezenn e 2020, ar c’houplad a-orin eus ar Voj en doa savet un atant ha degaset ganto o saout hag o… bugale, tri faotr.
Labouret o deus ha ganto e veze gwerzhet o froduioù « war eeun », war marc’had an enezenn paneveken. Fourmaj, yaourtoù ha laezh dreist-holl. Hag an holl draoù-se a oa bio !
Siwazh, war a seblant emañ treñk ar soubenn etre ar c’houplad hag ar maer nevez. Hervez ar c’houplad o deus bet pour ha triñchon goude ur weladenn war o atant. Un istor a garrdi-stokañ war a seblant.
Souezhus eo memestra rak moaien e oa da gavout un diskoulm padus etre int hag an ti-kêr.
Eus e du, ar maer ne gompren ket ar pezh a c’hoarvez. Embannet eo bet gant an daou baizant o deus kavet un atant all dija. E Groñvel, e kreiz Breizh !
Da c’hortoz, ne vo ket buoc’hed ken o peuriñ war pradoù Eusa. Trist eo evelkent !
[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.
Breizh-info.com, 2026, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.