Publicité

« Eusa war beg an teod. Brizouneg ar vro« , setu anv al levr a zo embannet ar miz-mañ. Gant ar soner Ronan Pellen eo bet skrivet ha Yann Riou en deus graet ar rakskrid. An tresadennoù a zo diwar bluenn Erwan Le Bot hag embannet eo bet gant Les Iliennes. Prezantet eo bet d’ar 25 a viz gouere e Eusa dija.

Ennañ e vez dielfennet « brizouneg » Eusa, diwar tout an dastumoù a zo bet graet war an enezenn. Rak ispisial-tre eo « brizouneg » Eusa gant feurmoù kozh-Noë (kent ar XVIIvet kantved hervez Ronan Pellen), traoù dibar ken a-fet yezhadur ken a-fet geriaoueg. Er bloavezhioù 80 e voe enrollet tud kozh gant Patrig Gouedig hag an enroladennoù-se a zo bet selaouet gant aked gant Ronan Pellen evit skrivañ e levr.

Abaoe bloavezhioù e vez studiet pizh brezhoneg Eusa gant Ronan Pellen. Araozañ e oa bet skrivet ur levr intererus-tre ivez war ar memes tem gant Mikael Madeg, arbennigour war brezhoneg Bro-Leon.

Hag un is-rannyezh eus brezhoneg Bro-Leon eo brizouneg Eusa ? N’eo ket war a seblant. « Gwechall ne veze ket komprenet tud Konk-Leon gant tud Eusa » hervez Marin Jezequel, ur plac’h yaouank, tik gant brizouneg he enezenn hi ivez.

« Pezh ha fa / Boued Eusa / Pez ha panez / Boued Molenez » (fachiri a veze alies etre tud Eusa ha tud Molenez)

« Pa vez evit ur gwenneg e Molenez / e vez evit ugent en Eusa »

Foto : Ronan Pellen / Les Iliennes.

[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.

Breizh-info.com, 2026, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, GUINGAMP

Kastellaodren : stourm a reont evit an hentenn divyezhek brezhoneg-galleg

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, QUIMPER, Sociétal, Société

Kemper : ur manifesto (wok) evit sevenadur Breizh

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Histoire, Local, Patrimoine, VANNES

Piv a faotañ dezhoñ sikour aveit skriviñ ur levr àr Ambon ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, Insolite

Juju la Bretonne : Bruderezh « sexy » evit Desketa !

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Patrimoine, Vidéo

Geriadur Brezhoneg-Galleg / Galleg-Brezhoneg adembannet ha hiriekaet

Découvrir l'article

E brezhoneg, Politique

Emrenerien war ar renk er votadegoù sened e Penn-ar-Bed

Découvrir l'article

E brezhoneg, Social, Société

Enkadenn e Diwan : respont ar c’huzul-merañ

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Santé, Société

Harz d’an eksizion er broioù gwenn !

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Local, LORIENT

Gavr (Bro an Oriant) : sinet eo bet ar garta « Ya d’ar brezhoneg » get ar gevredigezh Tolpiñ

Découvrir l'article

E brezhoneg, Religion, Société

Riposte Catholique zo deuet en-dro !

Découvrir l'article

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.