Rechercher
Fermer ce champ de recherche.

Aet eo ar skrivagner ha stourmer evit ar brezhoneg Paol Kalvez da anaon d’an 30 a viz gouere. 97 vloaz e oa.

Hervez Wikipedia “e voe ganet Paol Kalvez e Lokournan e 1924, e vamm a oa o terc’hel meur a stal er vourc’h hag e dad a oa mañsoner eus e vicher. Desavet eo bet e brezhoneg betek an oad a 13 vloaz.

Mont a reas da studiañ al latin, al lennegezh, an douenoniezh hag ar brederouriezh e skolioù kristen, e Bro-Okitania hag e Bro-Dunizia. Fellout a rae dezhañ mont da visioner. Soudardet eo bet e 1943 betek 1945. Daoust dezhañ klask bout misioner ha beleg, e voe nac’het dezhañ hag e tistroas el Lu e-men e teuas da vout kontaouer hag is-ofisour. En em staliañ a reas e Roazhon.

Tad eo da zaou vugel en deus desavet e brezhoneg.

Bet eo bet unan eus renerien bouezusañ KEAV e-pad ur mare, a-gevret gant Ronan Huon ha Vefa de Bellaing hag e kengrouas SADED gant Guy Étienne ha Youenn Olier. Sevel a reas darempredoù etre KEAV ha SADED eus 1963 da 1967. War-lerc’h e kuitas embregerezhioù Guy Étienne evit labourat e savadurioù katolik gant Youenn Olier. Klasket en doa skoulmañ darempredoù etre KEAV ha Skol An Emsav (SAE) er bloavezh-skol 1970-71, pa oa SAE ur gevredigezh kristen. Paouez a reas da labourat evit KEAV e 1977.

Ur paot-mat a bennadoù en deus skrivet evit ar gelaouenn Imbourc’h ha kavout a reer lod eus e brederiadennoù, merket don gant ar feiz kristen, war load Emglev An Tiegezhioù. Kenderc’hel a reas al labour kroget gant Marsel Klerg evit sevel ha skridaozañ ur breviel e brezhoneg e 12 levrenn (Lennadurioù kristen).

E 2007, Paol Kalvez en deus skrivet ul levr : Kambr ar stered, embannet gant an ti-embann Mouladurioù Hor Yezh. Ennañ e kaver un c’hendiviz gant Malo Bouessel du Bourg a-zivout red e vuhez en tu all da pevar-ugent vloaz hag e gejadennoù gant tud ‘zo evel Lanza del Vasto da skouer.

2015 ez eo embannet e droidigezh eus ar c’helc’hlizher “Lumen Fidei” skrivet gant ar pab Frañsez, troet “Sklêrijenn ar Feiz kristen” gantañ.”

E obidoù a vo lidet e Orvez, en Bro Naoned, dimeurzh da 2eur goude merenn.

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

Dinan, E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société

Tagoù, pneuioù toullet, gwerennoù drailhet, Orange Mekanik e Pleder (35)

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Société

Bro-Euskadi spontet goude ur muntr eus ar grisañ

Découvrir l'article

Clisson, E brezhoneg, Local, NANTES

Gwaled (Bro Gwinieg Naoned) : an Termaji a c’hwibe ar re gozh

Découvrir l'article

E brezhoneg, Politique

Zemmour e Korsika : ur spered digor pe digoroc’h war ar “c’hraf korsad”

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, FOUGERES, Local, Société

Bro Felger : daou strollad c’hoariva laeret

Découvrir l'article

BREST, E brezhoneg, Ensauvagement, Justice, Local, Société

Brest : ar roumanian a zo diskred warnañ “gweladenniñ” an burevioù-butun a chomo en toull-bac’h

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg

“Go woke go broke” : Keit Vimp Bev en e Ankoù

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, Dinan, E brezhoneg, Local

Kaon (22) : Sinet eo bet ar garta “Ya d’ar Gallaoueg”

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Local, PONTIVY, Société

Begnen (56) : ur c’hlas divyezhek hep… skolaer divyezhek !

Découvrir l'article

RENNES

Rennes. Un Géorgien en situation irrégulière et sans permis percute un enfant de 2 ans et le tue

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky