Rechercher
Fermer ce champ de recherche.

Sant-Nazer : ur Roumanez el lez-varn gant 10 000€ en he c’harrig-bount

E miz c’hwevrer 2020 e oa bet barnet Rromed eus Roumania e Sant-Nazer evit un afer a drafikañ kartennoù bank. Ur gwir “gang” e oa hag en doa laeret kartennoù bank e Bro-Frañs a-bezh. Kement a dud a oa bet asinet (33 !) ma rankas prezidant al lez-varn rekizañ ur sal abadenn e bon lestr-spluj !

Met d’an 10 a viz c’hwevrer e voe sachet evezh an evezherien gant ur vaouez o vountañ ur c’harrig-bount. C’hoar ur plac’h varnet e oa. Furchet o deus ennañ ha kavet 6800€ dindan ar poupon mui 3300€ e dilhad ar vammig !

Diouzhtu e voe diskred warni gwennañ arc’hant evit ar gang. D’an 13 a viz gwengolo e oa, hi, he c’hoar hag he gwaz, e lez-varn Naoned en-dro met dirak ar barner ar wech-mañ !

Hag ar Roumaned da zisplegañ “n’o deus ket fiziañs er bankoù hag e Roumania e vez graet kentoc’h gant arc’hant dizolo. Un dra normal eo da gaout kement a arc’hant ganeomp” emezo e berr komzoù.

9 menneg war e roll lez-varn en doa gwaz ar plac’h serret.

9 vizvezh toull-bac’h a voe reklemet gant ar brokulorez evit an div c’hoar ha 12 mizvezh evit ar gwaz lies-kondaonet.

A-benn ar fin e voent laosket da vont gant ar barner. N’eo ket deuet a-benn da gavout prouennoù a-walc’h evit o c’hondaoniñ. Hag an arc’hant a zo bet roet dezho en-dro !

Evit didamalliñ e glianted, unan eus breutaerien ar Rromed en deus komzet eus “o sevenadur e-keñver an arc’hant

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2022, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

BREST, E brezhoneg, Ensauvagement, Justice, Local, Société

Brest : ar roumanian a zo diskred warnañ “gweladenniñ” an burevioù-butun a chomo en toull-bac’h

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg

“Go woke go broke” : Keit Vimp Bev en e Ankoù

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, Dinan, E brezhoneg, Local

Kaon (22) : Sinet eo bet ar garta “Ya d’ar Gallaoueg”

Découvrir l'article

E brezhoneg, Justice, Local, NANTES, Société, ST-NAZAIRE

Liger-Atlantel : kondaonet eo bet “laerez al letioù”

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Local, PONTIVY, Société

Begnen (56) : ur c’hlas divyezhek hep… skolaer divyezhek !

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Local, ROSTRENEN

Brezhoneg : live 4 ar garta sinet gant kêr Rostrenn, live 1 gant Groñvel ha KK Kreiz-Breizh

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société, ST-NAZAIRE

Sant-Nazer : “sponter ar goñversanted” kaset da strakal brulu pell eus Sant-Nazer

Découvrir l'article

Châteaubriant, E brezhoneg, Justice, Société

Taolioù kontell e Luzevieg (44) : an den “gwazh eus komzoù gouennelour” kondaonet

Découvrir l'article

Châteaubriant, E brezhoneg, Informatique, Société

Kastell-Briant (44) : dek kamera ouzhpenn e kêr

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société, ST-BRIEUC

Sant-Brieg : ur plac’h taget en tren, ur Marokan kondaonet

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky