Rechercher
Fermer ce champ de recherche.

Manifestadeg an dreuzjenerien : yes border !

 

Normalamant e vez mennet tud eus an tu-kleiz gant an ideologiezh “No Border”. Ur gouel muzik a zo dindan an anv-se e Brest pep bloaz da skouer. Hervez an ideologiezh-mañ e dle gellet an holl dud mont d’ur vro d’eben hep ma vefe tamm harz ebet. Lakomp ! “No border” marteze met “Yes Bordel” ! N’eus ket nemet gwelet penaos emañ an traoù en hor c’hevredigezhioù european…

Gant “tud ar jener” eo un afer all. N’eus tamm harz ebet tro-dro d’ar broioù met harzoù nevez a rank bezañ savet er gevredigezh. Harzoù etre an dud, harzoù etre ar jenerioù ! Setu ar pezh a vez skignet er mare-mañ er metoù “treuz” da skouer :

Gwechall e veze rannet ar manifestadegoù dre strolladoù politikel pe sindikel. Pep hini gant e vannieloù, gant e c’hitonioù, normal.

Bremañ e vez rannet ar manifestadegoù dre “jener” pe dre “wander” (ar re vouzar vs ar re n’int ket). Notit mat : E finfoñs ar vanifestadeg e vo an dibunadeg “sioul”, da lavaret eo ar re “vresk”, ar re ne fell ket dezho bezañ direnket gant an trouz. En ur vanifestadeg ! Met bremañ dav eo teurel evezh ouzh “yec’hed spered” an dud, gouzout a rit ha diouzh ar c’hiz eo da vezañ “gwan a spered”, neuze…

Ar pezh a zo sur : ne gomprenan ket penaos e c’hello bevañ asambles ha stourm asambles an LGBT hag ar re lakaet diaes gant al lezenn “Asile et immigration”, da lavaret eo an enbroidi o tont eus Afrika pe ar broioù arab pe muzulman. Aze, ne gomprenan ket. “Kengej ar stourmoù” ? Ah ah ah ! Aon ‘m eus e vefe stanket daoulagad an LGBT war ar poent-se… met kement-mañ ne sell ket ouzhin !

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Immigration, Local, PONTIVY

Meliaj : Gant Kerlenn Pondi zo bet prezantet un abadenn war ar…repuidi !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Sociétal, Société

Stephani-e Stoll (strollad macronour er Rannvro) o redek war-lerc’h an “ebarzhataerien”

Découvrir l'article

E brezhoneg, Sociétal, Société

Lizher digor da skipailh ar Redadeg

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, NANTES, Pornic

Bouez (Bro Raez) : un istrogell a ra ar goudrouz d’ar maer eus poanioù an ifern

Découvrir l'article

Insolite, Sociétal, Société

Au Havre (Normandie), la messe sera très “gay”

Découvrir l'article

Sociétal, Société, Tribune libre

Nemo…Bambie Thug…Pour que le prochain Eurovision soit organisé à Gaza ! [L’Agora]

Découvrir l'article

Dinan, E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société

Tagoù, pneuioù toullet, gwerennoù drailhet, Orange Mekanik e Pleder (35)

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Société

Bro-Euskadi spontet goude ur muntr eus ar grisañ

Découvrir l'article

Clisson, E brezhoneg, Local, NANTES

Gwaled (Bro Gwinieg Naoned) : an Termaji a c’hwibe ar re gozh

Découvrir l'article

E brezhoneg, Politique

Zemmour e Korsika : ur spered digor pe digoroc’h war ar “c’hraf korsad”

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky