Rechercher
Fermer ce champ de recherche.

Sant-Senour (35) : “Nebeutoc’h a drañs, muioc’h a Frañs !”

D’ar 21 a viz even e voe serret un den gant archerien Redon. Perak ? Peogwir en doa manifestet (e-unan !) a-enep ar propaganda “treuz” a oa bet miz a-raok e mediaoueg Sant-Senour.

D’an 13 a viz mae e voe aozet un abadenn “drag queen” e mediaoueg Sant-Senour. Dirak ar vugale ! Ur gumuniezh “bobo war ar maez” a zo e Sant-Senour ha fellout a ra dezho e vefe “disavet o bugale” mod Sandrine Rousseau boboland.

A-daol-trumm, tra ma oa ar baotred gwisket e merc’hed o lenn un istor e tegouezhas ur paotr kalonek o huchal “Nebeutoc’h a drañs, muioc’h a Frañs” (sic ! “Muioc’h a Vreizh” a vefe bet gwelloc’h) pe “Treuz, tud dilignez !” ha luganioù all ken leun a skiant vat.

Ha neuze e lennas ar paotr un destenn a-berzh an Oriflamme, ur gevredigezh broadelour (gall) eus Roazhon. Tamm feulster ebet gantañ. War-se ez eas kuit trankilik.

Klasket o deus diouzhtu an archerien war e lerc’h ha kavet buan piv e oa : diazezer an “Oriflamme” a vefe eñ. Div vrigadenn a archerien (hini Redon ha hini Gwizien) a oa war e lerc’h ken grevus eo da vezañ c’hoant gwareziñ ar vugale eus ideologiezhioù ha n’eo ket diouzh o oad ! A-benn ar fin e voe serret ha dalc’het dindan evezh.

D’an 11 a viz gwengolo e vo dirak lez-varn Roazhon. Gallout a rafe bezañ kondaonet d’ur bloavezh toull-bac’h mui 45 000€ a gastiz.

E-keit-se ez eus manifestadoù trans e pep lec’h e Bro-Frañs, prezegennoù torret ganto, freuz ha reuz a vez lakaet meur a wech hep ma vefent kondaonet.

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Une réponse à “Sant-Senour (35) : “Nebeutoc’h a drañs, muioc’h a Frañs !””

  1. Lacuson dit :

    Pebezh vezh!

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

Dinan, E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société

Tagoù, pneuioù toullet, gwerennoù drailhet, Orange Mekanik e Pleder (35)

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Société

Bro-Euskadi spontet goude ur muntr eus ar grisañ

Découvrir l'article

Clisson, E brezhoneg, Local, NANTES

Gwaled (Bro Gwinieg Naoned) : an Termaji a c’hwibe ar re gozh

Découvrir l'article

E brezhoneg, Politique

Zemmour e Korsika : ur spered digor pe digoroc’h war ar “c’hraf korsad”

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, FOUGERES, Local, Société

Bro Felger : daou strollad c’hoariva laeret

Découvrir l'article

BREST, E brezhoneg, Ensauvagement, Justice, Local, Société

Brest : ar roumanian a zo diskred warnañ “gweladenniñ” an burevioù-butun a chomo en toull-bac’h

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg

“Go woke go broke” : Keit Vimp Bev en e Ankoù

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, Dinan, E brezhoneg, Local

Kaon (22) : Sinet eo bet ar garta “Ya d’ar Gallaoueg”

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Local, PONTIVY, Société

Begnen (56) : ur c’hlas divyezhek hep… skolaer divyezhek !

Découvrir l'article

Insolite

Les LGBT avec la Palestine. Une folie totale ?

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky