Sant-Senour (35) : « Nebeutoc’h a drañs, muioc’h a Frañs ! »

Publicité

D’ar 21 a viz even e voe serret un den gant archerien Redon. Perak ? Peogwir en doa manifestet (e-unan !) a-enep ar propaganda « treuz » a oa bet miz a-raok e mediaoueg Sant-Senour.

D’an 13 a viz mae e voe aozet un abadenn « drag queen » e mediaoueg Sant-Senour. Dirak ar vugale ! Ur gumuniezh « bobo war ar maez » a zo e Sant-Senour ha fellout a ra dezho e vefe « disavet o bugale » mod Sandrine Rousseau boboland.

A-daol-trumm, tra ma oa ar baotred gwisket e merc’hed o lenn un istor e tegouezhas ur paotr kalonek o huchal « Nebeutoc’h a drañs, muioc’h a Frañs » (sic ! « Muioc’h a Vreizh » a vefe bet gwelloc’h) pe « Treuz, tud dilignez ! » ha luganioù all ken leun a skiant vat.

Ha neuze e lennas ar paotr un destenn a-berzh an Oriflamme, ur gevredigezh broadelour (gall) eus Roazhon. Tamm feulster ebet gantañ. War-se ez eas kuit trankilik.

Klasket o deus diouzhtu an archerien war e lerc’h ha kavet buan piv e oa : diazezer an « Oriflamme » a vefe eñ. Div vrigadenn a archerien (hini Redon ha hini Gwizien) a oa war e lerc’h ken grevus eo da vezañ c’hoant gwareziñ ar vugale eus ideologiezhioù ha n’eo ket diouzh o oad ! A-benn ar fin e voe serret ha dalc’het dindan evezh.

D’an 11 a viz gwengolo e vo dirak lez-varn Roazhon. Gallout a rafe bezañ kondaonet d’ur bloavezh toull-bac’h mui 45 000€ a gastiz.

E-keit-se ez eus manifestadoù trans e pep lec’h e Bro-Frañs, prezegennoù torret ganto, freuz ha reuz a vez lakaet meur a wech hep ma vefent kondaonet.

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Une réponse à “Sant-Senour (35) : « Nebeutoc’h a drañs, muioc’h a Frañs ! »”

  1. Lacuson dit :

    Pebezh vezh!

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Religion, Société

Riposte Catholique zo deuet en-dro !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, International, Société

Scola Corsa : sinet an emglev !

Découvrir l'article

AURAY, Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Histoire, Local, Patrimoine

Brec’h a gas àr-raok ar berton !

Découvrir l'article

Immigration, International

Helen Ogbu, Nijerianez, maerez nevez Galway/Gaillimh

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Local, NANTES, Société

Mizvezh an LGBT e skolaj Diwan Liger-Atlantel

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, GUINGAMP, Local

Ai’ta en deus roet « Disprizioù ar Brezhoneg »

Découvrir l'article

FOUGERES, Insolite, Local, Sociétal, Société

Romagné (Pays de Fougères) : le monument aux morts tagué aux couleurs LGBT

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, Patrimoine

Apprentissage du breton : la plateforme Desketa fête ses deux ans et dépasse les 20 000 utilisateurs

Découvrir l'article

BREST, Sociétal

Brest : Reconquête ! et les « Parents vigilants » se mobilisent contre des animations LGBTQIA+ destinées aux enfants dans les médiathèques

Découvrir l'article

E brezhoneg, Insolite, Sociétal, Société

Ur strollad punk anarkour a sav e vouezh a-enep ar feministed ag an tu-pellañ !

Découvrir l'article

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.