Naoned : un antifa kondaonet evit bezañ skoet gant poliserien

« Lazhañ a ra ar polis » hervez ar gaochisted met skeiñ a ra an antifaoù. Fin, skeiñ a ra pa vezont ugent pe tregont a-enep UN enebour, a-hend-all e skampont kuit. E Naoned, e karter Talensac, d’an 30 a viz even, da lavaret eo da geñver tro kentañ ar votadegoù kannaded, e oa daou zen o kantreal. Daou labous un tamm drol : An dremm mouchet, un ticheurt antifa, ur maskl war ar beg, divizout a reas poliserien da sellet ouzh o faperioù evit « kontroliñ o identelezh ».

Ya met unan anezho a nac’has lavarout e anv ha reiñ e baperioù. Nerzhus-tre e oa ha skeiñ a reas gant ar boliserien. Kaset dirak ar barner d’an 19 a viz gouere e lavaras e oa bet fuket da vezañ bet poltredet gant ur poliser (hag a felle dezhañ gwiriekaat e identelezh) hag aon en doa bet rak ur « stlabezenn polis » evel e vez lavaret hag adlavaret er metoù gaochist.

Ken aon o deus rak ur « stlabezenn » ken e reont o seizh gwellañ evit ma c’hoarvezhfe ur stlabezenn !

Bevañ a ra an antifa en ur skwat eus Gwerzhav. Ne c’houzanv tamm redi ebet ha ne blij ket dezhañ ar boliserien.

E berr komzoù : ur gaochist !

Kondaonet eo bet da zougen un dro-vrec’h elektronek e-pad seizh miz mui ur skodenn.

Setu ! Deuet eo da vezañ ur « reuzied » eus ar « stad faskour » !

Crédit photo : DE
[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, NANTES, Société

Naoned : 45 bandenn toullet, un den kondaonet meur a wezh dalc’het dindan evezh

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, Sociétal, Société, VANNES

Ur « gêriadenn enep-faskour » ‘ba Lare (56)

Découvrir l'article

E brezhoneg, Justice, Local, NANTES, Pornic, Société

Bro-Raez : Dibaper ha trafikour dramm, an estrañjour kondaonet

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Politique

Gouel Broadel ar Brezhoneg : kanit ar wokism ‘ta bugale !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, NANTES

Naoned : ar servijoù kuzh aljerian o c’hoari ardoù

Découvrir l'article

E brezhoneg, Environnement, Local, NANTES

Al Liger polluet c’hoazh ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, NANTES, Société

Naoned : un taol kontell evit ket ha netra

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, NANTES

Dramm e Gironde hag e Pireneoù-Atlantel : ar skipailh a zeue eus Naoned

Découvrir l'article

Société

« On sait où tu habites, on sait ce que tu fais » : des antifas manifestent devant l’île Bolloré

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, NANTES, Religion, Société

Naoned : un diskouezadeg war « Istor ar C’horan, istorioù european »

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky