E Rumilly, e Bro-Savoie, zo bet pedet 250 skoliad ha skolajiad d’ar meurzh 13 a viz mae da ganañ kanaouennoù, dansañ dañsoù ar vro ha c’hoari sketchoù e savoizieg, ur rannyezh arpitanek.
Bon zdôr (demat) ! Arvi (kenavo) ! a zo bet klevet war al leurenn. E-barzh stern 25vet kenstrivadeg ar savoizieg e oa bet aozet an abadenn-mañ. « Bezañ o chom hag anviñ al lec’hioù » e oa tem ar bloaz-mañ.
Ur rannyezh eus an arpitaneg pe frañko-provañsal hag a vez komzet e gevred Bro-C’hall, e Suis ha betek er Val d’Aoste e Bro-Italia eo ar savoizieg.
Crédit photo : Savoyerli
[cc] Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine