Ur c’hampus àr un enezenn ag ar Mor bihan ?

D’an 11 a viz gwengolo e oe deiz an distro-skol aveit studierion an UBS (Skol-Veur Breizh ar Su ms ni a lâr’ « Skol-Veur ar Morbihan ») ‘ba Gwened èl rezon mes ivez ‘ba An Oriant ha Pondi mah eus kampusoù. 10 000 studier a zo àlkent ‘ba skol-veur ha deiz an distro-skol oe bet badezet « Welcome Deiz », get ar berton hag ar saozneg touesk-touesk.

Ar prezident, David Menier, oe ‘ba An Oriant aveit prezantiñ raktresoù ar blez. Hag unan anezhe a zo souezhus : sevel ur c’hampus àr unan ag inizi ar Mor bihan. Mes n’eo ket an departamant, Mor Gwened ne lâran ket, ar « Golfe » na betra. Pe hini ‘vo neuze ? An Izenac’h pe An Arh ? Peotramant unan arall marse ? Reve David Menier e vo staliet ar c’hampus ‘ba savadurioù a zo anezhe dija. Ha sort savadurioù a zo àr un enezenn arall ? Prevez eo ar c’hros anezhe sañset.

Un dra vat e vo kar mod-se e vo un tamm buhez àr an enezenn choazet a-hed ar blez ha n’eo ket durant an hañv hepken. Ha get ar c’hampus hag e studierion e tay labour aveit tud ar vro.

Get ma vo roet ur plas dereat d’hor berton àr ar c’hampus-mañ a-wael !

Crédit photo : DR
[cc] Article relu et corrigé par ChatGPT.

Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Une réponse à “Ur c’hampus àr un enezenn ag ar Mor bihan ?”

  1. NEVEU Raymond dit :

    N’ema ket mat e benn gant Menier!!! Ur c’hampus war un iniz??? Setu bep mintin mont betek an iniz ha dont en-dro d’ar ger bep abadaeezh???Piv a baeo?

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Justice, Local, QUIMPER, Société

Kemper : Termajied dirak ar barner evit tennoù fuzuilh

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, LORIENT

An Oriant : Kadarnaet eo bet get ar lez-varn diviz ar prefed diàr-benn manifestadeg « La Digue »

Découvrir l'article

Economie, Environnement

Transition énergétique : la Chambre régionale des comptes épingle la SEM 56 Énergies

Découvrir l'article

Environnement, LORIENT, QUIBERON, Santé, VANNES, Vie Pratique

Morbihan : la pêche aux coquillages interdite sur une grande partie du littoral

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Local, VANNES

Gwened : Ti ar vro a zigor e dorioù !

Découvrir l'article

Environnement, Local, VANNES

Morbihan : des auteurs d’incendies condamnés et des suspects appréhendés

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Local, VANNES

Gwened : ur giton « Na Paris nag Aljeria » a-uc’h d’an hent-tro

Découvrir l'article

Environnement, Local, Santé, Vie Pratique

Chenilles urticantes : une prolifération inhabituelle en Bretagne

Découvrir l'article

E brezhoneg, GUINGAMP, Immigration, Local

Gwengamp – An Oriant : ur melezour war enep

Découvrir l'article

Environnement

Éolien en mer : après le classement UNESCO des mégalithes du Morbihan, l’association PIEBÎEM monte au front

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky