Ur c’hiz eo evit paotred ar moto d’ober tan dezhi, kuit da vezañ kontrollet gant an archerien pe ar boliserien. Setu ar pezh a c’hoarvezas d’ar meurzh 30 a viz gwengolo e Gwenrann. Ar boliserien kêr a c’houlennas ouzh ur motosikler da chom a-sav gant e c’hwilh-tan. E kreiz-kêr Gwenrann e c’hoarvezas an afer, nepell eus ar skolioù. Hennezh a nac’has ha kuit. Pelloc’h en hent e oa ur skouter, warnañ ur paotr onest a 43 bloaz. Skeiñ a reas ar moto outañ. Marvet-mik eo paotr ar skouter. Gloazet don eo paotr ar moto.
War a ouzomp en deus paket paotr ar moto ur c’hroashent-tro ha skoet goude ouzh ar skouter. O klask e varv e oa ha padal en deus lazhet un den ha ne oa netra da welet en afer.
Illustration : DR
[cc] Article relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par ChatGPT.
Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine