Pembo (Bro-Raez) : torret an trafik dramm

Pembo, atav, Pembo adarre… Abaoe bloavezhioù e vez komzet eus Pembo, ur gumun vihan war bord al Liger, evit an disevenderioù a zo e kêr hag an trafikoù a bep seurt. Ha padal e c’hellfe bezañ sioul ha didrubuilh ar vuhez e Pembo ken moutig eo ar porzh hag ar bourk.

D’ar meurzh 14 a viz here zo degouezhet archerien e-barzh un ti eus Pembo evit serriñ un den, 26 bloaz, anavezet mat gant ar justis evit traouigoù. Diskred zo warnañ bezañ e penn un trafik dramm e Bro-Raez hag en tu-all d’al Liger, etre Pembo, Donvez, Pornizh, Trigneg, Sant-Nazer, Sant-Brewenn…

Abaoe miz meurzh e oa an archerien war e lerc’h. 6 den a zo bet lakaet dindan evezh en holl. 400gr a gokain, 1,6kg a rezin kannab ha 200gr a gannab a zo bet tapet gant an archerien. Arc’hant (40 000€), bravigoù, armoù a bep seurt (armaoù brezel en o zouez) a zo bet kavet ivez. En holl e oa tro 140 000€ ! Hag an dud onest o labourat noz-deiz evit ur bennozh doue !

Hervez ar boliserien e veze gwerzhet tro 15kg a gannab hag ur c’hilo a gokain bep miz gant ur strollad urzhiet mat.

Kerkent a zigwener diwezhañ zo bet kaset pemp eus ar re serret dirak ar barner. An hini diwezhañ en deus anvezet dija war a seblant har ur prosezerezh disheñvel a zo bet lakaet e pleustr evitañ.

Illustration : Archerien al Liger-Atlantel
[cc] Article relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par ChatGPT.

Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine..

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Une réponse à “Pembo (Bro-Raez) : torret an trafik dramm”

  1. Coup Franc dit :

    On veut des logements mais surtout pas des propriétaires ! Tout est fait pour que les nouvelles générations ne possèdent rien avec des taux trop hauts et un endettement de toute une vie malgré l’incertitude de l’emploi futur….parmi les voitures qui roulent combien sont déjà payées et appartiennent aux conducteur ? Regardez les pubs, tout en LLD sur 36 mois rien n’est à vous…La taxation des résidences secondaires poussent les gens à revendre faute de pouvoir payer les taxes sans cesse augmentées…vacances à crédit, canapés de salon en location et vous pensez pouvoir acheter votre immobilier dans cette pauvreté programmée ?  » Ils ne possèderont rie et ils seront heureux » prédisent les dirigeants mondialiste !

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Local, Pornic, ST-NAZAIRE

Bro-Raez : Al linenn-houarn etre Saint-Hilaire de Chaléons ha Pembo serret da vat

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société, ST-NAZAIRE

Pornizhan (44) : an dealer en doa laeret dealerien all

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, SAINT-BREVIN, Société, ST-NAZAIRE

Sant-Brewenn (44) : piv en deus lakaet tan er c’harr-tan ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, ST-NAZAIRE

Sant-Nazer : Grefierez al lez-varn a oa sot gant « Tony » an dealer, betek sikour gantañ…

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, QUIMPER, Société

Bro Vigouden : dindan dramm e sko gant e zealerez

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, ST-NAZAIRE

Sant-Nazer : ul lañvad a zramm hag a drafikerien dindan OQTF er Bouletterie hag en Drebal

Découvrir l'article

E brezhoneg, Justice, Local, NANTES, Pornic, Société

Bro-Raez : Dibaper ha trafikour dramm, an estrañjour kondaonet

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, ST-NAZAIRE

Sant-Nazer : an herminigoù a zo bet tennet eus an ardamez !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Justice, Local, Société, ST-NAZAIRE

Sant-Nazer : bezit ur c’hwib evit 350€ !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Local, ST-NAZAIRE

Sant-Nazer : Un Aljerian dindan OQTF kondaonet evit bezañ laeret tud-kozh

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky