Poc’honed Teheran, pouferion Aljer, pabored Ankara

Publicité

Sevenaduroù zo a vez techet d’en em douellañ o-unan. Dre forzh rastellat kement hag un oged hag en em voufonniñ e kredont en o flugajoù. Abaoe bloavezhioù e vez lavaret gant lod e vo pilet forzh piv a glasko laou ouzh an Iran. Ha setu marc’h er limon war-nes bezañ cheñchet e Teheran kar aet eo Khamenei hag e re da c’hoari koukoug gant an 72 gwerc’hez. 5vet arme ar bed e oa sañset bezañ an arme iranian hep kontañ bagadoù « Gwarded ar Reveulzi » hag a oa « en tailh da dalañ ouzh an arme US ».

Brabañserezh, brabañserezh.

Emañ an armeoù US hag israelian o pilañ an Iran. Ar proxi irakian, palestinian, libanad ha yemenad a zo oc’h en em skoachañ ha ne reont tra. « Ahel ar Rezistañs » a zo bet torret e-korf un devezh.

An holl re a oa war ar foto-mañ (Khamenei, Nasrallah ha Souleimani) a zo bet lazhet gant Israël pe gant an USA.

Souleimani a oa e penn an Nezh Al-Qods, ar bleuñv eus Gwarded ar Reveulzi. D’ar c’hentañ a viz meurzh, n’eus ket mui eus an Nerzh Al-Qods, dibennet ar strollad ha drailhet e vagadoù. Un devezh a zo bet awalc’h evit ober e stal da vat !

Pa oa bet distrujet an Irak gant an arme US hor boa klevet ar memes fablennoù : ur super-arme e oa an arme irakian. Ar « 5vet hini ». Diwallit ! Hi a oa sañset bezañ kalz kreñvoc’h eget a gredemp.

Ha… Netra ! Pilet e oa bet evel hini an Iran. Tec’het o deus kuit ar soudarded irakian dirak ar « boys » zoken.

Petra vo graet gant renad ar Mollahioù bremañ ? Gwalldaolioù e broioù ar c’hôrnog ? Manifestadegoù ma vo prometet ur « c’hrenn-douar », « ur menez-tan a fuloc’h », « ur fest a luc’hadennoù », mil boanioù an ifern » d’ar Satanioù bras, bihan ha krenn ? Marteze. Ha petra a cheñcho ? Laezhet e vo siviled oc’h ober prenadennoù ? Ne vo ket lakaet diaes gouarnamantoù ar c’hornôg gant se. D’an 11 a viz gwengolo 2011 biskoazh n’eo ket bet war silwink ar gouarnamant US. Amañ ne barifen ket ur blank war hini ar Mollahioù en Iran.

Brabañserezh, brabañserezh adarre a-berzh sevenadurioù zo.

Met n’eo ket an Iran, an Irak pe me oar ar re nemetañ er bed islamek o prometiñ ar poanioù infernal da re a feskennat anezhe. Pa lenner kemenadennoù diwar-benn an arme aljerian kaset gant aljerianed staliet en Europa a-wechoù ez eus peadra da dortañ o c’hoarzhin. Lod o deus graet ur video gant an IA ma weler enni un douger-kirri-nij aljerian o vont da sikour an Iran. Ha da dagañ an armada amerikan hag an douger-aerlistri Gerald Ford ur wech arruet e strizh-mor Ormuz kement hag ober ?

Ingal e weler seurt videoioù gant Turkiz ivez. Hervez Turked eus Europa e vefe an arme turk en tailh da c’hoari ouzh an armeoù gall pe US « setu ar pezh o deus lavaret ofiserien amerikan » a zo skrivet evel just.

Paourkaezh anezhe. Paourkaezh broioù eus an Trede Bed ma’z int. A-boan int gouest da reiñ boued d’o foblañsoù zoken hag int debret gant ar c’hoant c’hoari gant ar re vras. Pell emañ Yann diouzh e gazeg c’hoazh.

Gant ar brezel nevez tarzhet en Iran e weler piv zo mestr en Reter-kreiz : an armeoù US hag Israelian an hini eo ha pik achu. Ha gwell a reer splann da betra servij lakaat kement hag arc’hant en armoù hag en Difenn. Ar broioù european a zo er-maez eus ar jeu. Ar broioù european a gont da netra. Ar broioù european o deus kredet e oa achu gant mare ar brezelioù ha ne servije da netra kaout armoù kreñv ha modern. Setu dibaboù fur, kea !

Ni zo noazh evel ur preñv bremañ. Met d’an nebeutañ n’omp ket ken beg bras hag « ar sevenadurioù all »…

[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.

Breizh-info.com, 2026, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.

 

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

Publicité

LES DERNIERS ARTICLES

A La Une, Culture & Patrimoine, Histoire

Thatcher, l’Irlande du Nord, l’immigration : un biographe français démonte les malentendus

Politique, Tribune libre

Cette gauche qui confond élection avec manifestation [L’Agora]

Culture, Culture & Patrimoine, LA BAULE, Patrimoine

La Loire-Atlantique, c’est la Bretagne : le Pardon de La Baule referme sa 79e édition en beauté

International

Irlande du Nord. Drumcree : la justice annule l’interdiction du défilé, la Parades Commission sommée de démissionner

Politique, Sociétal

Parc « Dragon Ball » près de Paris : la droite dénonce l’abandon du récit français [Vidéo]

sécheresse

Economie, Environnement

Sécheresse en Bretagne : usines au ralenti, coquillages en difficulté et canaux à l’arrêt

International

Allemagne. Les nationalistes de l’AfD emporteront-ils la Saxe-Anhalt ?

Culture, Culture & Patrimoine, Histoire, International, Patrimoine

Cornouailles britannique : Le cornique arrive sur les panneaux routiers !

GUINGAMP, Paimpol

Vapeur du Trieux : après les départs de feu, la saison 2026 est définitivement terminée

Ensauvagement, Vie Pratique

Carte bancaire expirée : attention à cette faille

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

Histoire

Le « bon maharaja » : quand un prince indien recueillait un millier d’enfants polonais

Découvrir l'article

Environnement, Insolite

Climatisation sans électricité : le génie des « attrape-vents » de Yazd, dans le désert iranien sous canicule

Découvrir l'article

International

Alireza Beiranvand, le mur de Perse : du carwash et des rues de Téhéran aux exploits du Mondial 2026 avec l’Iran [Le film sur sa jeunesse]

Découvrir l'article

Football, Sport

Coupe du monde 2026 : l’Iran et son gardien héroïques face à la Belgique, l’Uruguay se saborde étrangement, l’Espagne et l’Egypte s’affirment

Découvrir l'article

International, Santé

Giorgia Meloni a arrêté de fumer : la confidence qui a surpris les dirigeants du G7

Découvrir l'article

Football, Sport

Mondial 2026 : le Cap-Vert tient l’Espagne, la Belgique souffre, l’Iran et la Nouvelle-Zélande font le show

Découvrir l'article

Football, Sport

Mondial 2026 — Groupe G : la Belgique pour confirmer, l’Égypte de Salah pour surprendre, l’Iran et la Nouvelle-Zélande pour exister

Découvrir l'article

International

Émirats arabes unis : les confidences d’un haut diplomate sur la guerre, l’Iran, Israël et la rivalité USA-Chine

Découvrir l'article

Religion

Vatican. Le pape Léon XIV crée un groupe de travail sur l’intelligence artificielle et s’apprête à publier sa première encyclique

Découvrir l'article

A La Une, International

Quand l’Occident applaudit l’autocratie du Qatar : retour sur la machine d’influence d’Al Jazeera

Découvrir l'article

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.