Bennozh Doue ! N’eus bet tamm gwall-daol ebet deiz Nedeleg. Gwall-daol islamour evel just. Ha padal e oa bet klevet trouz gant ar servijoù kelaouiñ hag a oa war ziwall. Met sonet he oa an alum evit netra. Pe eo bet graet ar pezh a oa d’ober gant ar servijoù ha ne vo ket gouvezet tra gant an dud.
Abaoe bloavezhioù emañ ar broioù european o krenañ rak ar gwall-daolioù islamour. Hag gwall-daolioù spontus a zo bet : Charlie, ar Bataclan, Nice, … met biskoazh n’eo ket bet lakaet en arvar ar stad gall hag ar gevredigezh c’hall. Biskoazh n’eo ket ken tenn an traoù e Bro-C’hall hag ar pezh a zo bet e Iwerzhon an Norzh da vare ar « Troubles » (3500 den lazhet etre 1968 h 1998) pe en Italia da vare ar Bloavezhioù Plom (690 gwall-daol ha 362 den lazhet e-korf tri bloaz). Taolioù kontel a zo amañ hag ahont bemdez pe dost met anat eo n’eus tamm strategiezh hollek ebet az a gante. Evel just, n’eo ket ar gwall-sponterezh islamour evel an hini iwerzhonad pe eus an tu-kleiz pellañ, gant aozadurioù urzhazek ma c’hell ar stadoù marc’hatañ gante. Er c’hontrol eo ar gwall-sponterezh islamek un emsav « liñvel », mod « label ». Un doare d’ober.
Hag efedusoc’h eo ar model-se eget an IRA pe ar Brigadoù Ruz ? Tamm ebet. N’eo ket Daesh pe Al-Qaeda kat da zegas freuz ha reuz war an hir dermen en Europa. N’int ket deuet a-benn da sevel ar c’humuniezhoù an eil enep eben memes. Ur frailh a zo bremañ etre « int » ha « ni », se zo sklaer met n’eo ket abalamour da zDaesh, d’an Hamas pe da Al-Qaeda. D’an enbroadeg ne lavaran ket.
Abaoe an 11 a viz gwengolo hag ar World Trade Center ez eus bet diouganet gwall-daolioù spontus en Europa, broioù en tan hag er gwad, fuzuilhadegoù a-yoc’h gant damsoudarded kuzh, « ajañtoù kuzh » degaset en Europa o c’hortoz un urz bennak. Ha petra a zo c’hoarvezet a-benn ar fin ? Taolioù kontel gant Yann Momo, hanter sod, hanter drammet, o huchal Allah Akhbar evit c’hoari ar paotr fin. Tra all ! N’eo ket « Leoned ar C’halifa » paotred ar Djihad hollek, a-boan ma’z int kizhier dizent. N’eo ket gant o zaoliouigoù spilhenn e vo « stronset » ar broioù infidel !
Ha padal eo ar Djihadisted hag a ra chal da servijoù polis eus broioù ar C’hôrnog ha n’eo ket ar Salafisted. Ur fazi eo.
Kar ar Salafisted eo ar gourdrouz brasañ. Islamekaat ar gevredigezh. E kumunioù zo eus Kreiz Breizh bremañ ez eus daou di boser : unan normal hag unan hallal. D’ar gwener, e vez leun ar moskeenoù Logunec’h, Pondi pe Lozaog pa vez goullo-kaer an ilizoù d’ar sul. Ha ezhomm zo da gomz eus Roazhon ha Naoned ? Gant an trafikañ dramm hag ar Ramplasiñ Meur, hon daou gêr-benn a zo deuet da vezañ kêrbennoù an torfedoù. Hor bugale a varmouz doareoù ha gizioù an vuzulmaned (wallah ! sur l’coran !) ha lod a yun e-pad ar Ramadan memes.
Ne c’hounezo ket ar Djihadisted dre an armoù, met emaint o vont da c’hounid dre ar gizioù ! Diouganet eo bet gant Michel Houellebecq e-barzh e romant « Soumission » ha setu ar pezh a zo o c’hoarvezout. Ni zo aloubet hor straedoù met ivez hor speredoù, hor gizioù, hor sevenadur, hon doare da vevañ, da gomz, gant an Islam hag Afrika bremañ.
Setu perak eo ken pouezus ar stourm evit ar sevenadurioù hag ar yezhoù « rannvro ». N’hall ket ar Frañs jakobin stourm ouzh sevanadur hollek an Islam evel n’hallas ket stourm ouzh an USA pa oa ar sevenadur amerikan en e uhelañ, gant Hollywood, ar C’hoboy hag ar Jeans. Gant hor sevenadurioù lec’hel hon eus ur « respont hollek » da lakaat dirak an islam. Yezhoù, gizioù, talvoudegezhioù, ur relijion, doareoù da vevañ, istorioù, tout-se a c’hell ar bobl enluskañ evit lavar « nann » d’an Islam. N’eo ket posubl e trofe Kevin Lagadec o chom e « Ponta » e Brest da islamour tra m’eo eñ mab Breizh. Mab un istor hag ur sevenadur ken don ha ken dibar. David Drugeon, eus Gwened, bet lazhet gant an Amerikaned e 2015 pe Émilie König, eus An Oriant, troet da djihadistez a dle bezañ nemedennoù e istor hor pobl.
Seul kreñvoc’h e vo hor sevenadur, hor yezhoù hag hon doare da vevañ, seul raloc’h e vo treitourien, tud kollet evelte. Ha seul « dalc’het » e vo war islamekaat ar gevredigezh. Ar re eus an RN pe Reconquête a zo e toull dor an Elysée a dle kompren an dra-se.
Ar sevenadurioù lec’hel eo penn ar gudenn.
Jean-Luc Remond
[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.
Breizh-info.com, 2026, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.