Trenk ar soubenn etre ar beizanted hag an embregerezh Hénaff er mare-mañ. Kemenadennoù kaset war ar rouedadoù sokial gant pennoù-bras an FDSEA 22 peurgetket, a ziskouez ur voest teod-ejen produet gant Hénaff. Ha deus pelec’h e teu ar c’hig a zo er voest-mañ ? Deus Amerika ar Su ! Hervez an embregerezh eus Pouldreuzig eo « Amerika-ar-su ar gwellañ mammenn a bourvezadur anavezet hiziv an deiz evit respont d’ar pezh a fell deomp kaout a-fet kalite ha teknik ».
Gouez d’ar saverien chatal n’eo ket gwir tamm ebet hag eo ar priz az a Hénaff da gerc’haat en Amerika-ar-Su, tra ken.
Ar pezh zo, gant ar manifestadegoù a-enep ar Mercosur hag an tropelladoù chatal lazhet e teu an afer-mañ er mare fall evit an embregerezh rak peadra zo da sachañ fulor ar beizanted breizhad ouzh Hénaff hag a zo labelizet « Produit en Bretagne » ouzhpenn-se ! Abaoe bloavezhioù e ra Hénaff bruderezh (gant gwir abeg) diwar-benn « ar c’hig moc’h produet e tiez-feurm tro-dro d’e labouradeg ».
Gant ar voestad teod-ejen-mañ o tont eus tramor setu e skeudenn saotret.
[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.
Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.