Trafikiñ dramm dismantret ‘b’ar Morbihan : ur filierenn albanad ?

D’ar meurzh 13 a viz genver e oe prest ar poliserion da fardiñ àr an drafikourion dramm a oe bet reperet dibaoe pell gete. ‘ba kartchier Menemeur o deus en em gavet èl rezon mes ivez ‘ba Pleskob ha Santeve. ‘B’an nevez-hañv oe bet komañset an enklask ha poentoù deal oe bet renablet ‘ba Gwened, ‘ba Menemeur aveit bout rezis, ur c’hartchier hag a dro fall muioc’h-mui. Reve ar sifroù embannet get polis ar Morbihan e veze gouniet 3000€ bemdez gant an drafikourion ! Allas dezhe : Selaouet e oe o fellgomzadennoù, heuliet e oent dre guzh ha d’an 13 a viz genver e kouezhas dorn ar justis àrne : 6 den a zo bet serret, daou vinor (15 ha 17 vlez) en o zouesk; drogach a zo bet kavet (kanap, kokain, ekstazi, …) hag ur bouchad argant èl rezon !

A Bleskob oe penn bras an trafik é chom, un Albanad a 18 vlez hag e vignonez. Barnet int bet doc’htu ha kondaonet da zaou vlez prizon, unan anezhe get goursez, aveit ar paotr ha c’hwech miziad get goursez aveit ar plac’h. Ha n’int ket edan OQTF, hag int trafikourion dramm. Perak ‘ta ? Un domaj e vehe da leskel da vonet ur c’homersañt ken ampart ?

Un dealer a 16 vlez a zo bet tañset get barner ar vugale ivez ha kaset da Gemper, d’ober akt a gontrision ‘ba ur bod sokiosevenadurel.

Hag ar pratikoù ? 75 a zo bet kavet get ar polis, ur sort. Ha kondaonet e vo ar re-se ivez pe pas ?

[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.Breizh-info.com, 2026, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

2 réponses à “Trafikiñ dramm dismantret ‘b’ar Morbihan : ur filierenn albanad ?”

  1. RAYMOND NEVEU dit :

    Bouezet on da lavar bepred memes tra Justis an aotrouniezh, simpl, rentet buan, hep adkouezh setu rchuet gant an OQTFed. Pas ur chañs da vaotiñ ur vech all.

  2. Yann le G. dit :

    Et bien si les Bretons se droguent maintenant, où va-t-on ? Les consommateurs créent le besoin,.donc le trafic…

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Immigration, Local, VANNES

Gwened : é tec’hin ag H&M get 135€ a zilhad, ur vongolianez serret

Découvrir l'article

BREST, Ensauvagement, Local, Société

Felliezh : ur gwall vloavezh e Penn-ar-Bed hervez ar prefed

Découvrir l'article

Ensauvagement, Local, Pornic, Société

Machikoul (44) : dramm, armoù hag arc’hant sezizet

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Evenements à venir en Bretagne, Histoire, Local, VANNES

D’ar 16/01 tolpad get Roger Faligot ‘ba Gwened a-zivout François Villon

Découvrir l'article

BREST, E brezhoneg, Justice, Local, Société

Brest (29) : « Tata » a oa e penn un trafik dramm

Découvrir l'article

E brezhoneg, Justice, Local, QUIMPER, Société

Kemper : Termajied dirak ar barner evit tennoù fuzuilh

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, Pornic, ST-NAZAIRE

Pembo (Bro-Raez) : torret an trafik dramm

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Local, LORIENT, Société

Ur c’hampus àr un enezenn ag ar Mor bihan ?

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Local, VANNES

Gwened : Ti ar vro a zigor e dorioù !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, ST-NAZAIRE

Sant-Nazer : ul lañvad a zramm hag a drafikerien dindan OQTF er Bouletterie hag en Drebal

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.