E Lozaog en deus degemeret an MFR un den eus ar Senegal e penn-kentañ miz c’hwevrer. Hemañ a labour evit an MFRioù eus ar Mali. Deuet eo e Lozaog evit divizout gant studierien an MFR, ur brezegenn a zo bet d’ar 6 a viz c’hwevrer.
« Un dra vat e oa » a lavaras Marie-Rose Rabin et Sonia Chapron, stummerezed en MFR, d’ar gelaouenn Le Courrier Indépendant rak ur « raktres BD war ar stourm a-enep ar ouennelouriezh a vo gant eilvidi ar bak pro sapat (servij d’an dud ha d’an tiriadoù).
Abaoe 32 vloaz ez eus ur gevelerezh skoulmet etre MFR Lozaog hag ar Mali. Bep bloaz e vez kaset studierien enno ha degemeret Malianiz e Breizh. Tunizianed ha Jeorjianed a vez degemeret ingal ivez. Met, brezel a zo er Mali er mare-mañ neuze e vefe furoc’h kas studierien d’ar Senegal, da c’hortoz e vefe sioulaet an traoù.
Bep bloaz e vez aozet un devezh MFR Bed e MFR Lozaog ha plijout a rafe d’ar skol kas muioc’h war-raok an eskemmoù gant ar broioù all eme ar stummerezed.
[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.
Breizh-info.com, 2026, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.