Pinvidik-mor eo istor Gwenrann, e kornôg pellañ ar Liger-Atlantel. Ekonomiezh an holen, ar paludoù, ar brezhoneg, kêr Gwenrann hag he mogerioù-kreñv, Bro-Vrier, traoù a zo da gontañ evit ur mirdi istorel hag etnografek, me lâr’ deoc’h !

Betek bremañ e oa diskouezadegoù en Nor Sant-Mikel, war pevar estaj e c’helle an dud gwelet objedoù kozh ha panelloù isplikañ. Met re strizh e oa ar lec’h ha ne zouje ket ar mirdig-mañ ar reoladoù surentez. Poent e oa cheñch lec’h !

Ouzhpenn da se, dre m’eo labelizaet Gwenrann « Kêr arz hag istor » eo ret d’ar gêr kaout ur mirdi.

Abaoe bloavezhioù emañ an ti-kêr o labourat war ar sujed-mañ asambles gant an DRAC. Skrivet zo bet ur « raktres skiantour ha sevenadurel » gant servijoù an daou framm ha votet gant ar c’huzul-kêr ar miz-mañ. Ar pezh a dalv emañ ar raktres war an hent mat !

Met dav eo kavout ur lec’h bremañ. Ar skol gozh Sant-Yann a vefe mat d’ar maer met kuzulierien an tu-enep o deus votet a-enep ar choaz-mañ. Lod anezhe o defe choazet an ospital kozh kentoc’h.

Ar pezh zo sur : e-barzh ar gêr gozh e vo staliet ar mirdi-mañ.

Ha kaozet e vo eus brezhoneg Bro Gwenrann ennañ pe pas ?

[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.

Breizh-info.com, 2026, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.

 

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Ensauvagement, Guérande, Local, Société

Gwenrann : an « nac’h sujañ » a dro fall

Découvrir l'article

E brezhoneg, Guérande, Local

Panelloù e brezhoneg ‘ba Karailh (Bro Gwenrann)

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Guérande, Histoire, Local

Trolinenn Vreizh, ur raktres evit merkañ harzoù Breizh

Découvrir l'article

E brezhoneg, Guérande, Local

Gwenrann : ha setu ar c’haravanennoù en-dro !

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Guérande, Local, Patrimoine

Gwenrann : kroez ar Miroù laeret

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, ST-NAZAIRE

Sant-Nazer : toull-bac’het e miz eost evit bezañ kemeret perzh en ur afer grevus e c’houlenn bezañ leusket da vont

Découvrir l'article

E brezhoneg, Guérande, Justice, Local, Société

Gwenrann : ar c’hlasker-bara yaouank kondaonet a gunuj e varner

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Guérande, Local, Société

Gwenrann : 150 karavanenn er C’hongor !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Guérande, Immigration, Local

Gwenrann : Dindan OQTF, an Aljerian kondaonet evit trafikañ dramm

Découvrir l'article

E brezhoneg, Guérande, Local, Réunification

Gwenrann : Catherine Bailhache a-enep ar panelloù Breizh 5/5

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.