
Sant-Maloù : kapsulennoù enep-dramm roet d’ar studierien gant an “agglo”
Gwasoc’h-gwasañ ! N’eo ket e surentez hor re yaouank az a da riboulat trankilik bremañ. E-keñver an niver a “aferioù GHB”, un dramm a vez lakaet er gwerennoù evit palforsiñ ar merc’hed pe laerañ ar baotred, eo bet divizet gant Sant-Maloù agglo da brenañ 400 kapsulenn drink watch enep-dramm evit studierien an tolpad-kêrioù. Mod-se e vo goloet ha gwarezet o