
RU : An SNP aotreet da ginnig e arguzennoù evit an #Indyref2
E Bro-Skos, n’hall ket ar gouarnamant emren aozañ un eil referendom war an dizalc’hiezh. N’en deus ket roet Boris Johnson e asant pa oa e penn Westminster. Hervezañ e oa “er-maez lezenn” an Indyref2. Savet en deus klemm an SNP ha setu an afer erruet dirak lez-varn meur ar Rouantelezh-Unanet. E miz eost en doa reklemet ar strollad SNP da