RU : An SNP aotreet da ginnig e arguzennoù evit an #Indyref2

Publicité

E Bro-Skos, n’hall ket ar gouarnamant emren aozañ un eil referendom war an dizalc’hiezh. N’en deus ket roet Boris Johnson e asant pa oa e penn Westminster. Hervezañ e oa « er-maez lezenn » an Indyref2.

Savet en deus klemm an SNP ha setu an afer erruet dirak lez-varn meur ar Rouantelezh-Unanet.  E miz eost en doa reklemet ar strollad SNP da vezañ aotreet da reiñ e arguzennoù en afer. D’ar 07 aviz gwengolo e asantas al lez-varn meur e kemerfe perzh ar strollad politikel dizalc’hour er prosesus. E berr komzoù : droad en do an SNP da ginnig un doser a 20 pajenn a-benn an 21 a viz gwengolo. D’an 11 ha 12 a viz here e vo sellet ouzh an afer en he fezh gant al lez-varn meur.

Estreget an SNP a c’hello kinnig e arguzennoù, avat. Ar gouarnamantoù skosad ha breizhveuriad o deus urzh da reiñ o ali met ivez Keith Stewart, ar breutaer meur evit Bro-Skos e-barzh ar gouarnamant breizhveuriad (seurt kuzulier war ar Gwir skosad e kabined ar ministr kentañ breizhveuriad).

D’an 28 a viz even e oa bet kinniget e steuñv evit un eil referendom war an dizalc’hiezh gant Nicola Sturgeon, anezhi ministrez kentañ Bro-Skos. Abaoe-se, emañ an afer dirak al lez-varn.

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2022, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Politique

Emrenerien war ar renk er votadegoù sened e Penn-ar-Bed

Découvrir l'article

E brezhoneg, Social, Société

Enkadenn e Diwan : respont ar c’huzul-merañ

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Santé, Société

Harz d’an eksizion er broioù gwenn !

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Local, LORIENT

Gavr (Bro an Oriant) : sinet eo bet ar garta « Ya d’ar brezhoneg » get ar gevredigezh Tolpiñ

Découvrir l'article

E brezhoneg, Religion, Société

Riposte Catholique zo deuet en-dro !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, International, Société

Scola Corsa : sinet an emglev !

Découvrir l'article

AURAY, Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Histoire, Local, Patrimoine

Brec’h a gas àr-raok ar berton !

Découvrir l'article

Immigration, International

Helen Ogbu, Nijerianez, maerez nevez Galway/Gaillimh

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Local, NANTES, Société

Mizvezh an LGBT e skolaj Diwan Liger-Atlantel

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, GUINGAMP, Local

Ai’ta en deus roet « Disprizioù ar Brezhoneg »

Découvrir l'article

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.