Rechercher
Fermer ce champ de recherche.

Manaveg : peursinet eo live 3 Karta Europa ar yezhoù minorelaet !

Tra ma kendalc’h Bro-Chall da nac’hañ peursinañ Karta Europa ar yezhoù rannvro ha minorelaet emañ enez Vanav o paouez embann emañ en aviz tremen da rann III ar c’harta.

Heuliet eo bet gant gouarnamant emren Manx ar pezh a oa bet erbedet gant ur bodad anvet Jeebin. Ennañ tolpet tud eus Ministrerezh an Deskadurezh ha kevredigezhioù pe ensavadurioù a ra war-dro ar yezh.

Embannet en deus gouarnamant Manav e vefe lakaet da dalvezout 37 diarbenn evit saveteiñ, kas war-raok hag ober gant ar manaveg. Da skouer e vo kreñvaet plas ar manaveg er skolioù ha graet e vo muioc’h gant ar yezh er paperachoù ofisiel, er mediaoù hag er c’hemenadennoù foran.

« Un dra ouzhpenn eus ar re bennañ eo ar yezh evit an enezenn a-fed sevenadur. Un dro-vat evit an enezenn eo ivez hag e c’hellomp bout lorc’h ennomp ganti ! » eme Alex Allinson, ministr an deskadurezh, ar sportoù hag ar sevenadur anezhañ.

Ur skol dre soubidigezh a zo en enezenn : ar Bunscoill Gaelgagh. Ganti e vez desavet bugale e manaveg, da lavaret eo komzourion nevez. E 1974 e varvas ar c’homzour a-vihanik diwezhañ : Ned Maddrell e anv. Tro 1700 den a ouife ar yezh e 2021. E triwec’hvet kantved e oant 20 000.

Ur yezh geltiek eo ar manaveg, eus is-familh ar yezhoù gouezelek, evel an iwerzhoneg hag ar gouezeleg Bro-Skos.

Crédit photo : DR (photo d’illustration)
[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Une réponse à “Manaveg : peursinet eo live 3 Karta Europa ar yezhoù minorelaet !”

  1. Fabrig Coupechoux dit :

    Dispar kaout pennadoù e brezhoneg ! Génial d’avoir des articles en breton !

    Juste une chose : “yezh keltiek” et non “yezh geltiek”.

    A galon !

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

Culture, Culture & Patrimoine, Evenements à venir en Bretagne, Vu ailleurs

La persistance des modèles de locuteurs natifs dans le renouveau du Manx, conférence Zoom ce mercredi

Découvrir l'article

International, Patrimoine

Ile de Man. Des croix de pierre de l’époque des Vikings ont été découvertes suite à l’effondrement d’un mur d’église

Découvrir l'article

Culture & Patrimoine, Patrimoine

L’île de Man : une nation insulaire celtique

Découvrir l'article

Culture & Patrimoine, International

Le Manx (Mannois), langue autrefois en voie de disparition, reprend du souffle sur l’Ile de Man.

Découvrir l'article

E brezhoneg, International

Gouel ar yezhoù gouezelek e miz even ha gouere

Découvrir l'article

International

Ile de Man. Comment le Mannois tente de ressusciter

Découvrir l'article

Société

Ecosse, Irlande, Cornouailles, Man, Galles : comment se rendre dans les pays celtes au départ de Bretagne ?

Découvrir l'article

Sport

Jersey. Les Island Games, jeux olympiques des Iles, se dérouleront du 27 juin au 3 juillet.

Découvrir l'article

Culture, International

Le tourisme linguistique à la rescousse des langues britanniques en danger ?

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky