Gouel ar yezhoù gouezelek e miz even ha gouere

A LA UNE

« Gaelg21 » setu an anv a zo bet dibabet evit gouel ar yezhoù gouezelek a vo aozet e enez vManav etre an 9 a viz even hag an 9 a viz gouere a za. Ouzhpenn ar « gaelg », yezh geltiek enez vManav, a vo lidet e-pad an daou vizvezh-se, an iwerzhoneg hag ar gouezeleg eus Bro-Skos a vo enoret ivez. E broioù keltiek ma vezont komzet e vo aozet darvoudoù met ivez e Nova-Scotia, ur proviñs eus ar C’hanada, ma vez komzet c’hoazh gouezeleg Bro-Skos gant diskennidi skosiz o deus divroet eno en XVIIIvet kantved.

Dibabet eo bet ar mizioù even ha gouere gant manaviz peogwir e kloto an daouvizvezh gant un darvoud etrebroadel anvet « Colmcille1500 ». Gouestlet da Sant-Koulm e vo Colmcille1500. Ur sant a guitaas an Iwezhon tro 580 evit kas a gwir feiz d’an Europa a-bezh e oa eñ. Gantañ eo bet savet abatioù ha manatioù un tamm e pep lec’h ken m’emañ kontet bremañ da avielour pennañ Europa. E-pad ar Colmcille1500 e vo komzet eus e vuhez hag e levezon war an arzoù, ar glad met ivez eus er stumm a lakaas gant ar yezhoù gouezelek.

Photo d’illustration : DR
[cc] BREIZH-INFO.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

.
- Je soutiens BREIZH-INFO - spot_img

Thorgal est de retour (bande dessinée)

Créée il y a plus de quarante ans, la bande dessinée Thorgal, teintée de fantastique, est aujourd’hui encore la...

Après Josephine, Bécassine au Panthéon ! [L’Agora]

Avec Josephine Baker (1906-1975), c’est un personnage en grande partie fabriqué selon les méthodes du show business qui entrera...

2 Commentaires

Il n'est plus possible de commenter cet article.

Articles liés