Rechercher
Fermer ce champ de recherche.

Euskareg : kreñvaat ar politikerezhioù evit ar yezh er c’humunioù

Klask a ra an EPCI Euskal Herria kas war raok implij ar yezhoù (euskareg hag okitaneg gaskon) er 158 kumun a ya d’ober an ensavadur publik. Met betek-henn ne oa ket memes mod evit ar c’humunioù, estreget e teir anezhe : Miarritze (Biarritz), Baiona (Bayonne) ha Hendaia (Hendaye) e oa treut ar peuriñ evit yann euskaregour.

Gant an teir c’humun-se ez eus bet lakaet e pleustr ur bolitikerezh evit ar yezh euskareg, pas evit an okitaneg gaskon siwazh ha pa m’emañ Biarritz ha Bayonne er gaskonegva. Rak ez eus ur gaskonva e Bro-Euskadi : e 15 kumun (Anglet, Bayonne, Biarritz, Bardos, Bidache, Boucau, Came, Guiche, La Bastide-Clairence, Lahonce, Mouguerre,  Sames, Urcuit, Urt ha Villefranque) eus Ipparalde (Bro-Euskadi an norzh) hag un dornad eus Hegoalde (Bro-Euskadi ar su) gwechall ne oa ket euskareg yezh ar vro, an okitaneg gaskon ne lavaran ket.

Teknisianed an euskareg a zo bet titlet en teir c’humun evit kas war-raok an euskareg neuze. Tri zeknisian a zo Biarritz, 1,5 e Bayonne hag unan e Hendaye. Ha bodadoù a breder, er c’huzulioù-kêr, war dazont ar yezh.

E Ziburu (Ciboure) ez eus bet savet d’an 28 a viz genver ur « bodad trakêr evit an euskareg » ivez. Bodañ an ensavadurioù a labour evit ar yezh ha kreñvaat al liammoù etre an dilennidi hag ar c’hevredigezhioù sevenadurel ha yezhel eo pal ar bodad-se.

Kumunioù all a zo e soñj ober an hevelep tra, da lavaret eo sevel bodadoù evit ar yezh pe titlañ teknisianed evit kas war raok an euskareg. En o zouez : Ustaritz, Urrugne, Mauleon ha Saint-Jean de Luz. E Mauleon anv zo da lakaat divyezhek euskareg (eus Bro-Soule, seurt gwenedeg an euskareg !) – galleg an holl paperachoù skrivet gant ar gumun, zoken.

Crédit photo : DR (photo d’illustration)
[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, International

Bro-Euskadi : un arched evit an euskareg dirak ti-kêr Briscous

Découvrir l'article

International, Sociétal, Société

Pays Basque sud : le nombre d’employés bascophones multiplié par 7 dans le secteur de la santé

Découvrir l'article

E brezhoneg, International

Bourdel : aloubet eo bet ar rektordi gant emsaverien an euskareg

Découvrir l'article

A La Une, International, Politique

Euskadi (Pays Basque). Jakes Abeberry : mort d’un abertzale

Découvrir l'article

E brezhoneg, International

Bro-Euskadi : ar panelloù kêr en euskareg lakaet a-us ar re e galleg

Découvrir l'article

A La Une, Education

Pays basque. Des enseignants de nouveau mobilisés pour le brevet en basque

Découvrir l'article

Culture & Patrimoine, Economie, International

Des films en basque, catalan et galicien sur Amazon Prime Video

Découvrir l'article

Culture & Patrimoine, E brezhoneg

Euskadi : Kêr Ciboure a venn « normalizañ » an euskareg

Découvrir l'article

Education, Sociétal

Pays basque. Brevet en basque : des enseignants menacent de ne pas corriger les copies

Découvrir l'article

Culture & Patrimoine, International

Euskareg a vefe komzet en Euskadi abaoe… pell !

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky