Ha kenderc’hel a ra an tiez-kêr abertzale da votiñ divizadegoù evit an euskareg ofisiel en Ipparalde. D’an 20 a viz gwengolo eo bet votet ar fed m’eo an euskareg « kenyezh ar gumun » asambles gant ar galleg gant kuzul-kêr Saint-Pée-sur-Nivelle (Senpere en euskareg). Ha kaset e vo an divizadeg demokratek-mañ dirak lez-varn melestradurel Pau gant ar prefed ? Gwelet vo rak soutiloc’h eo an divizadeg ar wezh-mañ.
E Saint-Jean-de-Luz (Donibane Lohizune) n’eo ket memes kont. Nac’het en deus ar maer Jean-François Irigoyen votiñ an euskareg ofisiel abalamour d’ar « riskloù lezennel » justawalc’h. Ha padal, e-pad ar c’houlzad kabaliñ, e oa bet prometet gantañ e vefe lakaet ofisiel ar yezh ma vefe dilennet.
D’ar 17 a viz gwengolo, e oa tro kêr Ustaritz da votiñ an ofisielder mui un divizadeg war « ur bolitikerezh a advuhezekaat war ar gumun ».
Piero Rouget, maer Ustaritz a zo ezel eus EH Bai, evel Christophe Jaureguy, maer Saint-Pée.
Er votadegoù kêr 2026 e oa bet gounezet 6 ti-kêr gant EH Bai. An abertertzale a zo e penn 21 ti-kêr bremañ en Ipparalde, ‘ pezh n’eo ket netra. Ha tamm-ha-tamm e lakont e pleustr o frogram. Hep ober trouz. A gumun da gumun.
[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.
Breizh-info.com, 2026, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.