E Bro-Euskadi ar re yaouank intereset get o yezh a sell doc’h Bada bemdez doue. Ur gazetenn en-linenn eo, divyezhek euskareg-galleg, get videoioù surtout, mod talk-show, kaozadennoù hag evel rezon e vez gwelet bouchad gaochistajoù àrnañ. Allas. Met, d’ar bihanañ an euskaregourion yaouank o dez un dra da lenn bemdez, ur gazetenn doc’h o oad, bout m’eo wok.
Ha n’eo ket nevez ar gazetenn-mañ kar savet eo bet e 2021 get un dek bennak a dud yaouank ag an Norzh. Miliadoù a heuliourion o deus àr ar rouedadoù sokial kar d’ar gentañ e vez sellet doc’h Bada àr ar rouedadoù sokial, surtout ar re a blij d’ar re yaouank : tiktok, youtube, insta. Evit ar re goshañ zo moaien sellet doc’h videoioù Bada àr Facebook ivez. Adskignet e vez o abadennoù àr ar radioioù en euskareg ag an Norzh.
A nevez zo, eh eus bet degemeret Bada er rouedad mediaoù en euskareg Euskal Hedabideak. Ar pezh a dalv e c’hello Bada kaout muioc’h a voaienoù bremañ, dafar hag argant moarvat.
Bada a zo argantet get ar rannvro Akitania-Nevez hag Ofis an Euskareg.
Ha pegourz e vo ar mem tra e Breizh ?
HxE
[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.
Breizh-info.com, 2026, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.